Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
108
doctrin ar guir gristen.

bet scrifet dre inspiration ar Speret Santel : an traou so enno, a zo traou ar re importanta, pere a zo bet a viscoas hac a zo ato credet gant tud ar re habilla, gant tud pere o devoa ar brassa interest d’o nac’h ma na vizent quet bet guir, ha gant cals-bras a dud pere o deus bet scuillet o goad evit souten quement-so merquet el levriou zantel.

Hac e quement a bropos deomp an Ilis da gredi : an Ilis ato cunduet gant ar Speret Santel, a zo carguet gant Doue da viret didach ha divlam an oll Scritur sacr, gant aon na ve laqueet pe lamet an disterra tra. Evit-se, ar gristenien gatholic a heuill sclerigen an Ilis pehini na ell quet en em drompla, o veza bepret cunduet gant Speret Doue : er c’hontrol, ar brotestantet hac an hæretiquet-all a heuill, pep-ini e sclerigen hac e ententamant e-unan, hac a guez en errol… Quement en deus græt ha lavaret hor Zalver ne ma quet er Scritur : oll levriou ar bed, eme an abostol sant Ian [1], nê dint quet bras-avoalc’h evit destum enno oll oberou, hac oll gomzou hor Zalver, cals anezo n’e dint erruet betec ennomp nemet dre voyen an dradition, petra-bennac ma o c’hredomp couls hac ar re a lennomp er Scritur. An dradition a zo comz Doue hep beza scrivet, da lavaret, ur greden deut eus an eil d’eguile ha bepret recevet en Ilis bete-vrema. Evel-se, dre voyen an dradition eo e c’houzomp penos eo mâd santifia ar zul eleac’h ar sadorn pehini a oa diaguent an deiz consacret da Zoue, ha penos eo mâd ar vadiziant roet en ur scuilla an dour var ben an ini a vadezer eleac’h e zisquen en dour, ar pez a rer diaguent, ha penos ar vadiziant roet gant an hæretiquet ha memes ar bayanet, a zo

  1. [Joan. XXI, 25.]