Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
107
eil loden.

virtus supernaturalis, ratione principii, objecti et finis (Théol.) [1].

Dre behini e credomp ê Doue : credi ê Doue, a sinifi credi ez-eus un Doue, ha credi quement a zo dizcleriet deomp gant Doue. An dud-fall memes a gav æz credi ez-eus un Doue, abalamour an oll draou crouet a zisquez sclêr ar virionez-ma ; mæs diez e cavomp credi quement a zo discleriet gant Doue, abalamour ma’z-eus etouez an traou-ma cals pere na gomprenomp quet, o veza ma’z-int huelloc’h eguet ræson an den ; ha cals-all pere ne garomp quet abalamour ma’z-int control d’hor passionou. Mæs ar c’hristen-mâd en em zervich eus e ræson evit anaout a Doue en deus parlantet, ha petra en deus lavaret : ur vech ma’z-eo certen penos en deus parlantet Doue, ha ma eo anavezet e gomzou quemen-se a zo avoalc’h. Hoguen certen omp penos en deus parlantet Doue deomp, da guenta dre c’hinou ar brofetet, ha brema da ziveza, dre c’hinou e Vab unic hor Zalver Jesus Christ, hac aanaout a reomp parfet ar pez en deus lavaret deomp, rac beza hon deus etre hon daouarn, ar Scritur sacr pehini n’e dê netra-oll nemet comzou Doue scrivet dre inspiration ar Speret Santel. Ar Scritur sacr a zo partaget e diou loden, da c’houzout eo, an testamant ancien hac an ini nevez. Ar guer testamant a sinifi : tra accordet dre desteni : evel-se an testamant ancien a zo ar guir accordet gant Doue d’ar Yuzevien e douar Canaan ; hac an Testamant nevez a zo ar guir e rouantelez an êe acquisitet deomp gant Jesus-Christ dre e varo var ar groas. Quement-so er Scritur sacr a zo guirion, rac an oll levriou divin-ma a so

  1. [Cf. Tho. Aq., Sum. theol., IIa IIae, q. 4, art. 5.]