Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/138

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
106
doctrin ar guir gristen.

eon varzu Doue. Beza ez-eus teir : ar feiz, an esperanç hac ar garantez… Ar vertuziou moral a zoug an hano-ma, abalamour o effet principal eo regli-mâd hon actionou evit o zevel varzu Doue, o veza ne dê reglet-mâd hor buez, nemet pa labouromp evit Doue. Beza ez-eus peder vertus moral pere a zo hanvet cardinal, abalamour an oll vertuziou all moral, a zepand diouz ar re-ma hac en em ziazeez varnezo, evel an nor var ar vuduren ; ar vertuziou-ma a zo : ar brudanç, ar justiç, an demperanç hac an ners. 1° Ar brudanç a ra deomp diffaranti ar pez a blich diouz ar pez a zisplich da Zoue, ha consideri unan eus an daou-ma evel mâd, hac eguile evel drouc. 2° Ar justiç a zo ur vertuz dre benini en em acquitomp-mâd cus a guement a dleomp da Zoue, d’hon nessa [h]a deomp hon-unan. Hanvet eo distributif, pa zistribuer da bep-unan hervez e vilitou ; ha commutatif, pa rêr ar c’hontrajou hac ar c’hom-merçou-all gant pep lealded. Ar præferançou hep resoun a zo control d’ar justiç distributif hac an tôr a rer d’an nessa o vancout da unan bennac eus ar zeiz gourc’hemen diveza a Zoue, eo a vleçz ar justiç commulatif. 3° An demperanç a zo ur vertus pehini a ra deomp en em zervichout gant moderation eus an traou crouet, ispicialamant eus an êva hac eus an dibri. 4° An ners a so ur vertus pehini a ra deomp trec’hi ha souffr pep tra quentoc’h evit offanci Doue. Ar vertuziou-ma a zo ar zourcennou precius eus an oll vertuziou-all.

Ar feiz a zo ur vertus dreist natur, o veza ma’z-eo un donæson a Zoue evel ar vertuziou-all, hac o veza ma’z-eo roet deomp evit plijout dezan, hac acquisita ar vuez eternel : fides est