Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
105
eil loden.

negotiamini donec veniam [1] ; songeomp eta alies er barados pehini a ellomp da acquisita dre hor poan ha da goll dre hor faut ; guelomp petra hon deus collet pe acquisitet eus a gostez ar silvidiguez hac e pe stad en em gavomp dirac Doue. Consideromp gant attantion an oll draou crouet pere a zo oll evel ar paperou pe al levriou caër pere a barlant deomp eus a Zoue hac eus e vadelez en hon andret ; eus e c’halloud hac eus e oll berfectionou adorabl… Songeomp alies er zænt pere a zo bet en em santifiet er memes stad ê pehini en em gavomp hon-unan, hac oc’h en em zervichout eus ar memes fæçon da bedi… Ar pap Beneat XIV eus an hano en deus accordet induljançou plenier da c’hounit ur vech er miz d’ar re a ra bemdez un anter-heur pe da viana ur c’hard’heur oræson.

II. Adori a rêr Doue dre’r feiz : ar feiz a zo ur vertus dreist-natur dre behini e credomp ferm e Doue, hac e quement a bropos deomp an Ilis eus e berz.

1° Ar vertus a zo un donæzon a Zoue pehini a ro deomp an inclination hac an æsamant da anaout ha da ober an deveriou eus ar vuez christen. Ar guir binvidiguezou, eme sant Bernard, n’ema int quet e madou ar bed-ma, mæs er vertuziou a zouguer en ene, hac a blocur deomp ar madou eternel [2] : istimet e tleont beza, eme ar Speret Santel, dreist ar rouanteleziou hac an troniou, ha credi ferm a dleer penos an oll binvidiguezou temporel ne dint netra comparachet gant ar vertuziou [3]… An oll vertuziou a bartager e vertuziou theologal hac e vertuziou moral. Ar vertuziou theologal a zo hanvet evelhen, abalamour ma o deus Doue evit objet quenta, ha ma tougont rac--

5.

  1. [Luc. XIX, 13.]
  2. [Bern., De Adv. Dom. Serm. IV, 2.]
  3. [Cf. Sap. VII, 7-8.]