Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/143

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
111
eil loden.

ha non pas etouez Tadou santel an Ilis ; an daou guenta ne dint quet sænt, ha sant Prosper ne voa quet belec.

Quement ini en deus an usach a ræson a zo obliget da gredi penos ez-eus un Doue pehini a recompanç æternelamant ar re vâd, hac a bunisso æternelamant ar re-fall. Gouzout ha credi a dle ar mysteriou principala eus ar feiz, myster an Drindet, myster an Incarnation ha myster ar Redemption ; obliget eo da c’houzout ha da gredi, an daouzec articl eus a Symbolen an ebestel ; an effejou principal o deus ar sacramanchou pere a dleomp da receo, hac an dispositionou requis evit o receo santelamant. Ouspen e tle pep-unan beza instruet-mâd var gourc’hemennou Doue ha re an Ilis , ha var an deveriou eus e stad… Necesser eo ive deomp credi quement a bropos deomp an Ilis da gredi eus a berz Doue : an hæretiquet hac ar gristenien-fall a gred certen articlou , mæs quemen-se so inutil, rac, eme an abostol sant Jacques, an nep a vanq en un articl, a dôr ive an oll articlou-all : qui peccat in uno, factus est omnium reus [1]. Eguis ma coll ur faout son-vâd ar c’hloc’h , eguis ma teu un tam goël da c’hoï ha da gorrompi an toaz, eguis ma teu un toul en un lestr da lezel an dour da antren ennan, evel-se ive un errol hepquen a-enep ar feiz a zo avoalc’h evit renta inutil quement a reomp evit Doue hac evit hor c’holl æternelamant : rac-se, pe nî a gompren, pe nî na gomprenomp quet, hon dever eo credi a galon quement a zo discleriet gant Doue, ha proposet deomp da gredi gant an Ilis eus e bers. Ne dê quet avoalc’h caout ar feiz er galon, ret eo ive he anzao a c’hinou, ispicial ma na eller

  1. [Jac. II, 10.]