Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
doctrin ar guir gristen.

ancillam , etc… 1. Me so an Autrou ho Toue pehini am eus ho tennet eus a zouar an Ægypt hac eus an ty a esclavach : n’ho pezo quen Doue, nemedon-me ; 2. Ne guemerrot quet va hano e vean ; 3. Ho pezit sonch da santifia an deiz consacret d’am zervich ; 4. Enorit ho tad hac ho mam evit caout ur vuez hir var an douar ; 5. Na lazet quet ; 6. Na viot quet lubric ; 7. Na guemerrot quet tra an nessa ; 8. Na rentot quet fals testeni en e enep ; 9. Na zezirrot quet pried ho nessa ; 10. Na c’hoanteot nac e dy, nac e zervicher, nac e zervicherez, etc… » Doue a scrivas e-unan an dec gourc’hemen-ma var diou daulen-ven : var ar guenta taulen e scrivas an tri gourc’hemen quenta pere o deus Doue evit objet ; hac ar seiz gour-c’hemen-all pere o deus an nessa evit objet, a scrivas var an eil daulen ; en ur rei anezo da Voyses, e lavaras dezan : ar bobl ingrat a gunduit eus va ferz, en deus dija ancounac’heet ar gour-c’hemennou en deus clêvet da bublia ; c’hoant am eus d’en distruja ha da rei deoc’h ur bobl-all pehini a zento guelloc’h… En effet, Moyses, o veza disquennet divar ar menez, a remercas penos en devoa græt ar bobl a Israel ul leue-aour da behini e rente an enor divin, rac-se o veza antreet en ur goler-vras, e vruzunas, dre zipit, e præsanç ar bobl, diou dablen al lezen hac an idol a daulas en tân ; cousgoude evit senti ouz ar vouez a Zoue, e retornas adarre var ar menez ; hac o veza præparet a nevez diou daulen-ven, e pedas an Autrou Doue da scriva c’hoas varnezo e lezen divin ; ar pez a reas en ur recommandi dezan ober un tabernacl evit o receo (Exod. XXXII.).