Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
101
eil loden.


Moyses a zentas, hac o veza en distro assamblet ar bobl a Israel, e lavaras dezan : pobl a Israel, quemeret a ran hirio da destou an êe hac an douar penos e proposan deoc’h, eus a berz Doue, ar vuez pe ar maro, ar vuez mar bezit fidel da viret e lezen, hac ar maro mar deuit d’e zerri : gant aoun d’e anc’hounac’haat, songit enny en ty hac er mæz, en nos hac en deiz, en henchou hac en ho parqueier ; scrivit anezi var ho tâll, var bâl ho tom, var dablen ho calon : mar hoc’h eus ar bonor d’he miret, ho pezo ar vuez eternel (Deut. XI, 26).

II. Me so an Autrou ho Toue [1] : ar c’homzou-ma a verq deomp ar galite a guemer Doue evit rei nerz d’e lezen : rac, sul huelloc’h eo calite an ini a ordren un dra-bennac, sul-brontoc’h e tleer senti outhan, abalamour ma en deus mui a c’halloud da recompansi an ini a zent, ha da bunissa an ini a zizent. Pa glêvomp publia un dra-bennac eus a berz ar roue, hep mar-ebet e rencomp senti ; rac evel a lavar an abostol, ne dê quet hep ræson e toug ar c’hleze ; roet eo dezan gant Doue evit punissa an disoboissanç d’e lezennou hac evit mezur ar peoc’h e touez e zugidi ; hoguen ama ne dê quet ur roue eo a gommand, mæs roue ar rouanez, mæstr an êe hac an douar, evel-se, mar cavomp un diæzamant-bennac en e c’hourc’hemennou , respontomp gant ar profet : en eo an Autrou hon Doue, ipse est Dominus Deus noster [2], ha nî a zo e bobl hac e zênved : nos autem populus ejus et oves pascuæ ejus [3]. Doue en deus roet da zarn eus e grouadurien certen lezennou da bere ne vanquont jamæs : an heaul hac an astrou a gontinu da vont, hep an disterra fazi,

  1. [Exod. XX, 1 (gw. uh.).]
  2. [Ps. XCIV, 7.]
  3. [Ibid.]