Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/131

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
99
eil loden.

mennou hac a roas Doue e-unan d’ar bobl a Israel var menez Sinaï, ha chetu ama e pe fæçon [1] : tri miz goude ma oa sortiet ar bobl a Israel eus an Ægypt, a zindan domination Pharaon, o veza tremenet dre viracl ar mor-ruz, hac erruet en desert, Doue a ordrenas da Voyses avertissa eus e bers an Israelitet penos e oa resolvet d’o choas evit e bobl particulier ha da rei dezo e lezen, er plaç memes e pehini en em gavent, da lavaret eo, ec’hars troad menez Sinaï, Doue a lavaras da Voyses recommandi d’ar bobl en em burifia epad daou zevez, en em visca dereat, ha beza præst da glevet ha da receo al lezen a dleie da rei dezo en drede deiz. En effet, en drede deiz, hac en anter-canvet devez abaoue ma sortias ar bobl a Israel eus an Ægypt, da c’houzout da zeiz ar Pantecost, an amzer pehini a oa caër a deuas d’en em c’holo; al luc’hed a gommanças da vrilla hac ar gurun da drousal en ur fæçon quen esclamus ma crêne an oll gant ar spount ec’hars troad a menez pehini a orgella e-unan hac a zeblante beza var ar poent da frailla. Eus a douez al luc’hed hac ar gurun e voue clêvet ur vouez gaer ha huel o lavaret [2] : « 1. Ego surn Dominus Deus tuus qui eduxi te de terra Ægypti et de domo servitutis : non habebis deos alienos coram me ; 2. Non assumes nomen Domini tui in vanum ; 3. Memento ut diem sabbati sanctifices ; 4. Honora patrem et matrem ut sis longævus super terram ; 5. Non occides ; 6. Non mœchaberis ; 7. Non furtum facies ; 8. Non loqueris contra proximum tuum, falsum testimonium ; 9. Non concupisces uxorem proximi tui ; 10. Non desiderabis domum proximi tui, non servum, non

  1. [Cf. Exod. XIX, 1-15.]
  2. [Exod. XX, 1-17.]