Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
doctrin ar guir gristen.



EIL LODEN
ober quement-so gourc’hemennet deomp gant Doue.
————
VAR AR GOURC’HEMENNOU E GENERAL.

Si vis ad vitam ingredi, serva mandata.

Mar desirit caout ar vuez eternel, mirit ar gourc’hemennou. S. Vaze, ch. 19, v. 16.

I. Oll e tleomp desirout ar bonor eternel ; hoguen an desir-se a dle lacat en hor c’halon un hast-vras da anaout ha da ober quement a zo necesser evit e acquisita : an den clân a c’houlen digant e vidicin petra a dle da ober evit parea : an ini en deus ur proces a gleo gant e alvocad dre be seurt moyen e c’hall er gounit : an den avaricius a vel mad e pe fæçon cresqui e denzor ; seblantout eta a ra a d’în clevet ac’hanoc’h o c’houlen diganeen ar pez a c’houlenne digant hor Zalver Jesus un den yaouanq a behini e parlant an Aviel [1] : mæstr, emezan, petra dlean-me, da ober, evit caout ar vuez eternel ? Na dlean ober respont-all ebet deoc’h nemet an ini a reas hor Zalver : mar hoc’h eus c’hoant, eme Jesus, da gaout ar vuez eternel, mirit-mâd ar gourc’hemennou : si vis ad vitam ingredi, serva mandata ; ha mar goulennit diganeen pere ez-int ? Quæ ? E respontin deoc’h ez-int absoluamant ar memes gourc’he-

  1. [Matth. XIX, 16-19.]