Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97
quenta loden.

tân-se evel ur pesq en dour. Beza eternelamant dispartiet dious Doue, pebes goal-eur ! clêvet

eternelamant rebechou hor c’houstianç pehini na heano jamæs d’hor picat, evel ur preon, epad an oll eternite ! ô pebes tourmant ! chom eternelamant en ur stang a dân : o piou ac’hanomp a allo ober e zemeuranç etouez ar flammou horrubl-se ! ô barados, n’ho possedin eta biquen ! ô ifern milliguet, te a vezo eta va fartach eternelamant ! un tamic hean, a lavaro an dud collet : momend-ebed, a vezo respontet dezo… Ped-heur eo, a c’houlennint, hac ur vouez a responto dezo : an eternite!… Ober a rân mâd va afferiou temporel hac afferiou va zud ; mæs petra eo quement-tout evit an eternite ! quid hoc ad æternitatem ! [1] Destum a rân madou bras, mæs ar madou-se a renquin da zilezel hep dale : ô eternite, eternite , petra eo quemen-se tout evit an eternite, nemet ober va fossubl evit ma vezo malurus evidon ! quid est hoc ad æternitatem ! an enor am eus da veza er c’hargou huel, hac ar bonor da veza istimet gant an dud; mæs ma na’z-oun quet istimet gant Doue, ha ma na c’hounean quet ar barados, petra dal quemen-se d’in evit an eternite : quid est hoc ad æternitatem ! er c’hompren a ran, ô va Doue, ar barados eo ar plaç e pehini e tispleguit an oll-galloud eus ho trugarez evit recompansi ho sænt, hac an ifern eo ar plaç e pehini e tispleguit an oll-galloud eus ho justiç evit punissa ar bec’herien ! O Doue, ne c’houlennan quet digueneoc’h madou nac enoriou ar bed ; roit d’în ho craç hac e vezin pinvidic aoualc’h ! pardonit d’în va fec’hejou ha recevit ac’hanon, mar plich gueneoc’h, ô va Doue, en ho tabernaclou eternel !!!

5

  1. [Lavar boutin, alies lakaet war gont hemañ pe hemañ.]