Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/123

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
91
quenta loden.


Unecvet articl.
Resurrection ar c’horfou.

I. Resurrection… Un articl a feiz eo penos hor c’horfou a ressuscito un deiz. An oll dud a varvo, hac a ressuscito gant ur memes corfou pere o devoa var an douar, ha ne vizint mui sujet d’ar maro : rac neuse ar maro a vezo distruget, eme sant Paul, ha n’en devezo mui pers-ebet var an dud ressuscitet [1]. An oll dud a ressuscito, bras ha bian, paour ha pinvidic, coz hac yaouanq, mâd ha fall. N’en deus guirionez-ebet guelloc’h prouet ebars er Scritur ; an den zantel Job a lavar : me a gred eo beo va Redemptor divin, hac e ressuscitin eus an douar en deiz diveza eus ar bed : ar c’hiq, ar c’hroc’hen hac an esquern am boa douguet diaguent a visquin a-nevez, an esperanç-se a gonservan e goeled va c’halon [2]… Ar profet Daniel a lavar ive penos ar re a zo cousquet e goëled an douar, a zihuno ; lod evit mont d’an eternite eürus eus ar barados ; lod-all evit beza eternelamant goloet a vez hac a gonfusion en ifern [3]. N’en em estonit quet, eme Jesus-Christ d’ar Yuzevien, dont a raï an heur e pehini ar re a zo ar [sic] beziou a glevo mouez Mab an den, hac ar re o devezo græt ar mâd a ressuscito evit ar vuez eternel, hac ar re o devezo græt an drouc, evit ar maro eternel [4]… Va breudeur, eme an abostol sant Paul d’an habitantet a Dessalonic [5], me a fell d’in parlant deoc’h eus ar maro, evit ne deuï quet ar c’holl eus ho tud d’hoc’h affligea evel ar re n’o deus esperanç-ebet en tu-all d’ar bez, rac nî pere a gred ez-eo maro Jesus-Christ ha ressuscitet, nî a oar

  1. [Cf. Rom. VI, 9.]
  2. [Job XIX, 25-27.]
  3. [Dan. XII, 2.]
  4. [Joan. V, 28.]
  5. [I. Thess. IV, 13 sqq.]