Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90
doctrin ar guir gristen.

mysterius a bere e tisquen varnomp an dour burzudus eus e c’hraç. Meulomp-oll anezan eus a guemen-ma ha laqueomp evez-mâd da abuzi eus e vadelez. Doue a zo mâd, eme ar pec’her, hac abalamour da ze e continu da veva en disurz : oh pebes ingrateri ! pebes follentez estranch ! Petra lavarrac’h eus a ur c’hrouadur pehini na heanfe da squei e dad hac e vam abalamour ma’z-int mâd ha carantezus en e andret ?… Doue, a lavar c’hoas ar pec’her, n’en deus quet va c’hrouet evit va c’holl : nan, mæs n’en deus ive ho crouet evit en offanci ; dihoallit, rac beza ez-eus ur pec’het pehini, eme ar Scritur [1], ne vezo pardonet nac er bed-ma nac er bed-all ; ar pec’het-se eo ar pec’het a enep ar Speret Santel, da lavaret eo, an abus eus a c’hraçou Doue, ar berseveranç en drouc, ar maro er pec’het.

Miromp-mâd eta lezen Doue, ha mar hon deus ar goal-eur da bec’hi, n’en em zizesperomp quet ; beza hon deus evit alvocad, dirac an Tad eternel, hor Zalver Jesus-Christ : anzavomp hor pec’hejou : discuezomp da Zoue ar glac’har hon eus da veza en offancet, o cench a vuez, oc’h ober ur binigen bennac hon-unan, hac o caout recours hep dale d’ar sacramanchou evit gallout beza pardonet, renta hon œuvrou-mâd agreabl da Zoue ha profitabl evidomp, ha caout ive pers e communion ar zænt : avantajou precius a bere ez-omp privet epad ma chomomp er stad horrupl eus ar pechet marvel !!!

  1. [Matth. XII, 32 ; Marc., III, 29 ; Luc. XII, 10. ]