Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/124

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
92
doctrin ar guir gristen.

penos Doue hon ressuscito ive, evel Jesus-Christ, da fin ar bed. En un lizer-all d’ar bobl a Gorinth [1], ar memes abostol a barlant er fæçon-ma : evel ma’z-eo caus pec’het Adam ma varv an oll dud, evel-se ive resurrection Jesus-Christ a vezo caus ma ressuscitint-oll ; Adam a oa un den terrien, græt a zouar, mæs Jesus-Christ a zo un den cœlestiel deut eus an êe ; var an douar ez-omp henvel ous Adam, mæs goude ar resurrection e vezimp henvel ous Jesus-Christ. Oll e ressuscitimp, mæs ne vezimp quet oll cenchet.

II. Len a reomp penos ar brofetet, an ebestel hac ar zænt, o deus dre bermission ha dre c’halloud an Autrou Doue ressuscitet cals a dud varo ; hoguen, ne deo quet diessoc’h da Zoue ressuscita an oll dud eguet ressuscita unan-bennac… Beza hon deus, dirac hon daoulagad imachou beo eus ar resurrection general : ar guez, a n’ez-int-y guet evel pa vent maro epad ar goan ? Ha ne zeblantont-y quet ressuscita d’an nevez amzer ? Ar greun hac an hadou-all pere a laqueer en douar a deu da guenta da vreïna ha da vervel en ur fæçon-bennac, ha goude e tivoanont caëroc’h eguet ne voant diaguent : evel-se ar c’horfou a zortio un deiz eus an douar leun a vuez. Doue pehini en deus græt an êe hac an douar ha quement-so eus a netra, en deus galloud avoalc’h evit tenna a nevez an oll dud eus ar poultr hac eus al ludu e pere e vezint cuëzet. Ar c’horf hac an ene a zo græt an eil evit eguile anezo, n’en em zispartiont nemet gant ur boan-vras en heur ar maro ; mâd eo eta o unissa a nevez evit caout pers er mâd pe en drouc o deus græt assamblez. Corfou an dud just o deus bet var au douar lod eus a boaniou o ene ;

  1. [II. Cor., XV, 12 sqq.]