raccon dirac ar barner, pehini a esseas dre gaër e douguen da adori doueou ar Rouantelez ; mæs o velet ne alle gounit netra varnezi, e ordrenas e c’hundui da dempl Appollon, evit e adori, en ur lavaret dezi ma reüse e ober, ne voa nemet ar maro evity.
Pa remercas ar Santes Templ Appollon, e lavaras : va Saher ha va Doue, c’hui pehini hoc’h eus græt pep-tra eus a netra, hac a voar o renta e netra, pa blich gueneoc’h, chezlaouit, me ho supli, peden an indina eus ho servicheret ; roït da velet d’ar hobl-mâ penaus c’hui hoc’h-unan hebquen a vilit hon respet hac hon adoration. Ne devoa quet achuet mad he c’homsou, ma couezaz ur c’hostez eus an templ. En tyrant a ordrenas neuse, dre e goler, dispenn he bisaich gant ur cribin houarn. Epad an tourmant horrubl-se, santes Martina a trugarequee Jesus-Christ eus ar c’hraç a ree dezi da souffr evit e c’hloar ; ha Jesus-Christ e c’honsolas oc’h e assuri e teuse da driomphla eus an oll tourmanchou.
Lod eus ar vourrevien o consideri he fatiantet admirabl hac ur burzud quer bras, ha sclereet dre ur sclerigen dreist-natural en em daulas d’he zreit, en ur ziscleria e voant cristenien, hac oc’h e fidi da obteni evito, digant Doue, ar c’hraç a berseveranç.
Quemense a reas d’an tyrant antren e fulor ous ar santes, ha rei urz d’e zourmanti a nevez gant muy a grueldet. Squiz ha mezus erfin d’en em velet trec’het gant ur plac’h yaouanc, e c’hondaonas da veza dibennet. Evel-hen eo ez eas da receo en Eê an diou gurunen a Verc’hes hac a Verzeres a oa preparet dezi.
Santes Martina en em bresantas dirac ar barner, en ur esperout gant fizianç receo digant Doue ar c’hraç hac ar gouraich da drec’hi an tourmanchou da bere e voa exposet ; ha Doue e c’honsolas hac e assuras eus ar victor. Ho pezet ur fizianç parfet e Doue, en hoc’h oll necessiteou spirituel ha temporel, hac e santot an effet eus e c’hallout hac eus e vadelez evidoc’h ; mæs na fiziet quet enoc’h hoc’h unan.