ment admiret ennâ, ne voa quet cousgoude natural dezâ : rac cavet a voe ar vestl caledet ha rannet dre ar violanç hac ar gontraign en devoa græt dezâ-e-unan evit trec’hi ar goler, da behini e voa inclinet dre natur.
An douçder ne ell quet beza separet dious ar guir vertuz. Beza re vad a noas evit guir, pa vezer obliget da repren ha da gourrigea ar re a fazi ; mæs beza rust, colerus ha violant, ne servich peurvuya nemet da goassaat pe da revolti ar sperejou, eleac’h o distrei. Ne d’ê quet a dauliou mein nac a dauliou baz e teu ar Pastor da gaç d’ar guær an dànvad dianquet ; e zouguen a ra var e ziou-scoaz. An douçder a so bet caracter Sant Frances de Saal ; ha peguement a gonversionou n’en deus-èn quet graet ! Ma teufe ar Mistri da repren bepret gant madelez ar re a so dindanno ; ma teufe an Tadou ha Mamoü da gorrigea o Bugale gant douçder, pebes cenchamant ha pebes mad na refent-ii quet !
antes Martina a voe ganet e Rom var dro cant
vloaz goude donediguez hor Salver. He c’herent, distinguet
dre o noblanç, a guemeras sourci d’e instrui
santelamant ; ha seul-vuy ma cresque e oad, e cresque
ivez ê furnez hac e devotion. Goude maro he zad
hac he mam, petra bennâc ma voa c’hoas yaouanc,
e distribuas an darn-vuya eus he madou d’ar beaurien,
hac e tremene he amser retiret en he zy, er
beden hac en oræsoun.
Ar barner eus a Rom o veza clevet penaus e voa cristenes, a gassas d’e avertissa d’en em bresanti dirazàn, evit renta resoun eus he Religion.
Ar Santes, leun a fizianç e Doue, en em rentas