Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29 Guenver.
89
Sant Frances de Saal.

santimant faus, mæs penaus, evit o c’honvertissa e voa rêt o c’haç da Frances de Saal, pehini en devoa recevet ur c’hraç particulier evit quemense.

Ar Sant-mâ, o veza bet græt Escop a Geneve, a visite bete an tyez var ar mæs evit aznaout ar beaurien hac o assista, evit guelet ar re glàn hac o c’honsoli, evit aznaout hac instrui ar re ignorant pere a voa Christenien, heb casi aznaout ar Religion Gristen.

Evit renta eternel ar zèl ardant en devoa evit silvidiguez an Eneou, e composas ul Lêvr excellant, hanvet Introduction d’ar vuez devot, pehini a so admiret gant an oll dud habil, couls ha gant an oll bobl ; al Lêvr-ze a so bet lequeet e Brezounec evit commodite ar Vretonet : ha ne ouffer quet caout ul Lêvr profitaploc’h. An Escop santel-mâ a instituas ive an Urz eus al Leaneset ar Visitation, da bere a roas ur Reglen leun a zouçder, hac eus an huela perfection.

E vrassa desir ha sourci oa da excita e calonou an-oll ur garantez parfet evit Jesus-Christ: ne barlante nemet eus ar garantez divin en e instructionou hac er gonversation, betec en e liserou memes : ô peguer mad, emezàn en unan eus e liserou, ô peguer ravissant eo ar galon, eus a Jesus ! O peguen din eo da veza caret ! Ur galon eo quen douç ha quer carantezus, leun a zouçder evit ar re a zeu da aznaout o miseriou, leun a vadelez evit ar re a zeu da zistrei ountâ : piou a alfe en em viret da garet ar Galon Sacr-mâ, pehini en deus muy a sourci ac’hanomp evit n’en deus un tad eus ur mao uniq, ha pehini en deus evidomp muy a deneridiguez evit n’e deus mam ebet evit he crouadur.

Erfin da zez Gouel-Yan-Nedelec en em sentas sempl, cousgoude e lavaras an Oferen. Antronos da Vouel an Innocantet, an Escop Santel-mâ, caret gant an oll bobl, enoret gant ar Brincet, ha respetet memes gant an heretiquet da bere en devoa discleriet ur bresel continuel, a rentas da Zoue e Ene pur hac innocant, gant ar memes peoc’h ma en devoa bevet, er bloaz 1622, d’an oad a bemp bloaz hac hanter-cant.

Pa voe maro, e voe digoret, neuse e voe remerquet penaus an douçder vras, pehini a oa bet que-