er c’hanton a C’hable, e pelec’h ez oa un nombr bras a Heretiquet. Partial a eureu heb dale ; pa erruas er guær a Donon, e coumanças an Heretiquet da ober goab anezàn ha d’e insulti : souffr a reas tout gant ur batiantet admirabl : ha dre e zouçder e c’hounezas neubeut-a-neubeut o sperejou ; dont a resont d’e chezlaou hac e teue un nombr bras da veza touichet, ha d’en em gonvertissa. Ministret an Heretiquet, drouc-contant a guemense, a guemeras ar resolution d’en em zisober eus ar Sant, hac e tifenzont rei logeis dezâ e Quær ; neuse e voa contraing da vont da logea da Alinge ha da ober diou leo bemdez evit en em renta e Tonon. Ar glao, an ael hac an erc’h ne virsont biscoaz ountâ d’en em lacât en hent. Un devez ma ree erc’h, e voe surprenet en hent gant an nos, o veza digouezet en ur Guær var ar mæs, e c’houlennas logea, mæs reüset e voe : dre chanç e cavas ur forn pehini e oa bet nevez groet hac a oa clouar, e pelec’h e tremenas an nos en ur drugarecât Doue.
Un nosvez-all o tistrei dious Tonon, e rancontras tri Heretiq, pere a oa oc’h e zeport var e hent evit lamet e vuez digantàn ; pa en em velas attaquet, e lavaras dezo, gant e zouçder ordinal, hac heb en em droubli : va migrionet, ma c’hemerit a rit evit un all : ne gredàn quet e false deoc’h laza un den pehini a so prest da rei e vuez evit silvidiguez hoc’h eneou ; ar c’homsou-mâ o douichas : en em deul a resoit d’e dreit evit goulen pardoun digantàn ; hac ar Sant o briatas gant cals a garantez.
An oll dangerou da bere e voa exposet, ne virzont quet ne labouras epad tri bloaz evit convertiisa ar C’hanton-ze. E boan a voa bras, mæs ive ur mad infinit a reas eno. Digoueout a reas etouez ar bobl-ze, evel un oan etouez bleizi : ha dre e zouçder hac e instructionou leun a onction, e cenchas ar bleizi-ze, e oanet: en hevelep fæçoun ma conter en deus convertisset er c’harter-ze daouzec ha tri-uguent mil den ; ar pez a reas d’ar C’hardinal du Peron lavaret penaus en em gave e-unan cre avoalc’h, ma ne vize question nemet da brouvi d’an Heretiquet o devoa ur