Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29 Guenver.
87
Sant Frances de Saal.


An navet-var-nuguent a viz Guenver.


SANT FRANCES DE SAAL, ESCOP.


————


Ar Sant-mâ, guinidic eus a Savoa, en em roas da Zoue quentre ma teuas d’e aznaout. En ur studia e Paris, en em lequeas er Gongregation, hac e Sacramante bep eiz-dez : ha ne ouffer quet ispliqua ar mad a reas dre e exempl ; ouspen-se, evit en em gonsacri da Zoue, a reas veu a chastete en Ilis Sant Stefan de gre.

An Drouc-Speret leun a viç o velet e innocanç, hac e vertuz, en tourmantas pell-amser dre un demptation cruel a zisesper, o suggeri dezâ bepret ne voa Barados ebet evitan, hac e tlie beza collet : quemen-se en taulas en ur velconi vras ; hac ez edo en danger da goll couraich, pa zeuas o teul e zaoulagat var un Imaich eus an Itron Varia, da guemeret ur gouraich nevez, ha da lavaret gant cals a zaelou : mar doun maleürus avoalc’h evit beza eternelamant e disgraç va Doue, goude va maro, e fell din da viana e garet eus va oll galon epad va buez. Ur beden quer fervant, ne alle quet maucout da veza chezlaouet gant Doue ; an Drouc-Speret a guemeras an teac’h, hac ar Sant a jouissas a neuse eus ur peoc’h bras.

An dud yaouanc gant pere e studie, evit amprou hac èn en devoa quement a vertuz evel m’en devoa ar brud, er c’hassas un deiz da dy ur plac’h fall, var digare un action vad, hac en lesas e-unan gant-hi ; ar plac’h maleürus a proposas dezâ coumeti ar pec’het, en hevelep fæçoun ma en em gavas contraign da grachat outhi en e faç. Quer buan ha ma cavas ar voyen da guemeret an teac’h, e sortias prount. Ar victormâ en rentas avisetoc’h goudese, hac e renonças a-neuse da gompaignunez an dud yaouanc.

O veza distro da Savoa, e recevas an Urzou Sacr. E Escop o remercout an donesoun caër en devoa evit touich ar c’halonou, er c’hargas da breseg an Aviel