Ar Sant-mâ en devoa ur c’hraç particulier evit disolei finessaou an Drouc-Speret. Ur Religius hanvet Pallâd a rapport penaus o veza discleriet dezâ ar sonch en devoa da guitât an exerciç eus an Oræsoun, abalamour d’e zistractionou continuel, e respontas dezâ : liquit evez mad n’en em lessac’h da veza trec’het gant un demptation quen dangerus ; mæs pa viot fatiguet gant an distractionou-ze, astennit bepret un neubeudic hoc’h Oræsoun, pell dious e berraat, pe d’e dilesel : ha respontit d’an adversour ho silvidiguez penaus ma ne ouzoc’h quet pidi, e ouzoc’h da viana en em zerc’hel e presanç Doue. Un Avis quer mad en devoue souden e effet.
Ar c’homsou memes pere a lavare Sant Maquær er gonversation o devoa ur vertuz vras. Un officer bras a lavaras dezâ un devez : peguen eurus oc’h-u, da zisprigeout ar bed ec’his ma rit, ha da ober goab anezàn. Guir eo, a respontas ar Sant, mæs pebes maler evidoc’h-u, na velit quet penaus ar bed a ra goap ac’hanoc’h ! Ar goms-se a douichas quement calon an officer, ma renoncas d’ar bed, ha m’en em rentas Religius.
Erfin, Sant Maquær leun a vilidou, a varvas er bloaz 405, oaget a naontec vloaz ha pevar-uguent.
Ar Sant-mâ, petra bennâc ma oa un den bian a gorf, hac en devoa un temperamant dilicat, hervez ma raport Pallâd, pehini en devoa bevet pell-amser gantàn, en deus graet en e vuez yuniou ha mortificationou dreist-ordinal ; ha cousgoude en deus bevet bete an oad a naontec bloaz ha pevar-uguent. Quemense a zesq deomp penaus ar yun nac ar rigol eus ar binigen ne verra quet ar vuez. Ar gourmandis hac an debauch eo a revin yec’het an den, hac a berra amser ar vuez. An temperanç hac ar mortification a so ur sourcen a ioa hac a beoc’h, hac a gontribu d’ar yec’het. Ar gloutoni er c’hontrol e-deus lazet muy a dud eguet n’en deus lazet ar c’hleze.