Na liquit quet quen neubeut ho fizianç en dud, rac alies n’o deus quet ar gallout d’o sicour, pe n’o deus quet ar volontez. Ar mignonet a vanq alies a fidelite, hac ar guerent a so interesset. Ar re vras ho recevo mad queit ha ma allot servichout dezo, hac hoc’h abandouno pa n’o devezo muy ezom ac’hanoc’h. Pa o deffe memes an dud cals a volontez-vad evidoc’h, ha capabl int-ii d’ho coarantissa eus ar maro, na da rei deoc’h ar barados er bed-all. Cousgoude e impligit un amser vras evit menagi mignonaich an dud ; peguement guell e implichec’h-u an amser-se evit miritout ar faver a Zoue ! En e-unan a ell ho sicour, pa zeui an oll grouadurien d’hoc’h abandouni ha da veza inutil deoc’h.
Na fiziet quet c’hoas enoc’h hoc’h-unan, ha na esperit quet gallout dre ho speret hac ho squiant, dont abenn eus ar pez a antreprenit ; na gontit quet memes var ho vertuz. Heb ar sicour a Zoue, e vancot quement a antreprenot ; heb ar sicour eus e c’hraç e viot trec’het gant pep seurt temptationou. Ho fautou tremenet a dle beza desquet deoc’h dre un experianç trist, peguer sempl ha peguer fragil oc’h.
Grit din, o va Doue, aznaout va sempladurez evit ma tisfiziin a-nezi ; mæs ive inspirit din ur fizianç vras en ho madelez, gant aoun na zisesperen eus va silvidiguez.
r Sant-mâ, guinidic eus a Languedoc, o veza c’hoas
crouadur, en devoa quement a druez ous ar beaurien,
ma vouele o velet o miser hac o faourentez ; hac
evit e gonsoli e voa ret rei dezâ un alusen bennâc da
gaç dezo. N’en devoa nemet pemzec vloaz pa varvas
e dad. E vam pehini n’e devoa crouadur nemet-àn,
e devoe c’hoant d’en dimizi, mæs discleria a reas dezi