Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26 Guenver.
81
Sant Policarp.

ar Sant-mâ evel-unan eus e Ebestel, pa ze dleour deza eus a Sant Irenee, Escop a Lyon, eus a Sant Benign Escop a Langr, Sant Andoch, Sant Tyrs, Sant Andeool, pere so bet oll Disquibien Sant Polycarp, hac o deus prezeguet deomp an Aviel.

REFLEXION.

Penaus e ouffen-me blasfemi an hano santel a Zoue, a respontas Sant Policarp d’an Tyrant. O comsou caër ha din da veza remerquet ! Mæs pet den so siouas hac a zalc’h ul languaich control, pere a lavar ne ellont quet en em viret na zeuent da douet Doue, d’e vlasfemi.

Beza ez eus tud pere a gred ez int dibec’h, var digarez, e leveront ar seurt comsou-ze heb songeal e drouc, alies memes heb sonch. Mæs, va breur, songeal a dleit er pez a livirit, e tleit lacât evez, obliget oc’h da ober hoc’h oll bossubl evit cench ar goal accustumanç-se ; ha faut deoc’h d’e ober, ez oc’h ur pec’her bras. Gant guirionez, hac un iscus recevabl e vezo dirac Doue lavaret ho pezo e outraget dre accostumanç ?

Renonçit eta eus a vremâ d’ar c’hustum fall-ze, ha grit ur binigen bennâc, quellies gueich ma couezot er faut-se, hac e velot ur cenchamant bras, e beramser.

Respetomp an Hano Santel a Zoue muy eguet n’hon eus gret bete vremâ. El Lezen ancien, ne gredent quet prononç an hano Santel-mâ ; ar belec bras n’er prononç nemet ur veich ar bloaz, ha c’hoas en Templ ; permettet eo deomp e brononç aliessoc’h, mæs al liberte-ze ne d’ê roet deomp nemet evit e brononç gant reveranç ha gant respet ; evit e veuly hac e c’hlorifia.