Buhez ar Sent/1837/Irenee
◄ Yan ha Paul | Irenee | Leon II ► |
Ar Sant-mâ en devoe en e yaouanctis an eur da veza instruet gant sant Policarp, Escop eus a Smyrn. Ar Prelat vertuzus-ze, o consideri gant admiration ar speret lem, an innocanç ha docilite e zisquibl, en devoe cals a garantez evintâ, hac a guemeras ur sourci bras d’er furmi d’ar vertuz : Irenee eus e gostez na neglige netra evit profita eus an instructionou a ree dezâ ur mæstr quer santel. Disqui a ra e-unan deomp en e scridou penaus e remerque gant un attantion vras quement a ree hac a lavare S. Policarp : sonch am eus c’hoas, emezan, eus ar plaç e pehini oa asezet an Escop eürus-ze pa brezegue ; sonch am eus eus e santelez ac eus ar vajeste a apparisse var e visaich ; seblantout a ra din e glevet c’hoas o lavaret e pe fæçon en devoa converset gant sant Yan Evangelist ha gant cals a re-all pere o devoa bet an eur da velet Jesus-Christ pa veve var an douar. Chezlaou a reen gant ardor an traou-ze-oll, a ajout Irenee : o imprima a reent doun em c’halon, ha Doue a ra din ar c’hraç d’o c’haout ato em speret.
Irenee goude beza trec’het ar bayanet hac an heretiquet quen dre e loquanç quen dre e scridou, a voe casset da Lyon, evit sicour en e labourou apostoliq sant Fotin escop eus ar guær-ze, pehini a oa oaget bras. Sant Fotin er c’hassas da Rom evit consulti ar pap var an afferiou important eus an Ilis. En amser ma edo e Rom, e clevas ez oa commancet ur bersecution horrubl a-enep ar gristenien ebars Lyon. Quemense a reas dezàn en em hasta da zistrei evit assista e vreudeur ; mæs caër en devoe en em hasta abars ma erruas, cals eus ar bobl a Lyon hac o fastor sant Fotin o devoa deja anduret ar verzerinti. An desolation a oa etouez an oll gristenien ; mæs en em gonsoli a resont pa velzont Irenee oc’h arruout. Souden goude e zistro e voe lequeet da escop. Ar garg-ze a reas dezâ redoubli e labourou aposloliq, ha ne espernas netra evit creaat e bobl er feiz epad an oll amser eus ar bersecution, heb caout aoun da exposi e vuez d’an dangerou a gave a bep-tu.
An Ampalaer payen, o veza deut da vervel, e voe leset ar gristenien da veva e peoc’h. An escop santel a brofitas eus an amser favorabl-ze evit labourat da gonversion an heretiquet, evit pere en devoa cals a garantez, petra bennâc m’en devoa un horroll vras ous o doctrin fauç, hervez ma velomp c’hoas dre e scridou : An Ilis o mam a vouel dezo, emezàn en e levr a-enep an heresiou. Pidi a reomp Doue ma sortiint eus an abym e pehini ez int en em brecipitet, ma quitaïnt an devaligen e pehini en em gollont, ha ma en em gonvertissint da Jesus-Christ : ar beden-ze eo a reomp evit-o a greiz hor c’halon : rac o c’haret a reomp en ur fæçoun profitaploc’h d’o silvidiguez, eguet ma sonch dezo en em garet o-unan, hac ar garantez pehini hon eus evit-o, a vezo quen avantaichus dezo evel ma ze sincer ha guirion, mar queront receo an effejou anezi ; mæs pe seurt santimant bennâc a ouffent caout ac’hanomp, ne squizimp morse oc’h o sicour eus hon oll gallout.
Ar pastor carantezus-mâ, en ur labonrat gant ur
zêl quen ardant evit conversion an heretiquet, a laboure
gant quement-all a sourci evit conservi ha
crisqui ar fervor etouez an dud fidel ; mæs persecution
an Ampalaer Sevêr a lacaas fin da ur vuez quer
santel ha quen avantaichus d’an ilis. An Ampalaer-ze,
adversour bras d’ar religion gristen, o veza deut
da Lyon gant e arme, a roas urz da vassacri an oll
gristenien. Ebars ar voceres horrubl-ze a aichuas e
vues an Escop santel, var-dro ar bloaz 202. E bobl
casi-oll a heulias e driomphl en eê, pa gonter penaus e
voe merzeriet er guær a Lyon bete naontec mil cristenien
en ur memes devez.
Sant Irenee en devoa un horrol bras ous an errol ha doctrin fall an heretiquet ; mæs cals a garantez en devoa evit o fersonaich ; truez-ha compassion en devoa out-o, o velet ar stad deplorabl hac an dallentez e pehini e vevent, pedi a ree an autrou Doue d’ho esclerraat, ha labourat a ree gant cals a fatig evit o c’honversion. Imitomp ar sant-mâ pa velimp unan bennâc eus hpr breudeur couezet en ur faut grevus bennâc.
An nep en deus ur guir garantez en e galon, a so douç, humbl ha leun a druez ous e nessa, quên en e viseriou spirituel, quên en e viseriou temporel.