Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Yan ha Paul

Eus Wikimammenn
◄   Febronii Yan ha Paul Irenee   ►


Ar c’huechvet-var-nuguent a viz Even.


SANT YAN HA SANT PAUL, MERZERIEN
————

An daou Sant-mâ guinidic eus an Italy, a oa daou vreur, pere en em gare meurbet, hac o deus en em garet betec ar maro en hevelep-fæçoun ma seblante n’o devoa o daou nemet ur volontez hac ur memes calon.

O furnez hac o vertuz a reas ma ouent gouden aznevezet hac admiret e Palæs an Ampalaer Constantin. Ar Prinç-ze o veza var ar poent da gaout bresel a-enep ar Scytet, o chassas o daou da accompaigni ar C’hommandant general eus e arme, hanvet Gallican, pehini a oa payen. Coumbati a rezont gant couraich ; cousgoude pa velas ar General e oa lazet un nombr bras eus e soudardet, e reas e sonch da dec’het ha d’en em savetei ; mæs an daou Officer santel Paul ha Yan èn assuras e c’hounezze ar victor, ma prometfe en em renta cristen. E brometi a eureu : avanç a resont neuse var an ennemiet, hac o zrec’hi a resont quer buan. Ar General-mâ, o veza distro eus an arme, a c’houlennas digant an Ampaler conge d’en em retira, evit en em rei oll da Zoue, hac ez eas gant Sant Hilarin da Ostrii, e pelec’h e reas sevel un hospital caër, eus behini a quemeras e-unan ar sourci, o servicha an dud clan gant ur garantez admirabl ha ravissant.

An daou vreur santel Yan ha Paul en em lacaas da exerci gant muy a fervor eguet biscoas an euvrou a garantez. Profita a reent eus a faver an Ampalaer hac eus an istim a ree anezo, evit sicour an dud reuzeudic hac din a druez ; beza ez oant Protectoret an orfelinet, ha tadou ar beaurien.

Goude, maro a Ampalaer Constantin, Julien an apostat, o veza pignet var an trôn, an daou Sant-mâ a reas an diles eus o c’hargou enorabl, abalamour, ement-ii, ne allent quet en em resolvi da servicha ur Prinç adversour d’ar religion gristen. Quemense o veza bet raportet d’an Ampalaer Julien, e cassas ar Prefet Terentian d’o c’haout, gant urz da ober dezo adori an Idolou, pe d’o lacaat d’ar maro. Accordi a reas dezo cousgoude dec devez da ober o sonch.

An daou Sant a brofitas eus an fermen-ze evil distribui o madou d’ar beaurien, hac e tremenzont an darn-vuya eus an amser-ze en oræsoun. Da benn an dec devez Terentian, oc’h o c’haout bepret ferm ha couraichussoc’h eguet biscoas en o resolution, a reas o zibenna secretamant en o zy, e creiz an nos, gant aoun n’en em revoltze en e enep ar bobl a Rôm, pehini a istime hac a gare meurbet an daou vreur santel-ze.

O merzerinti a erruas er bloaz 362.

REFLEXION.

An daou vreur-mâ o deus en em garet meurbet en eo buez ha betec ar maro. Peguer caer ha peguen agreabl eo guelet ar breudeur oc’h en em ober hac o veva assambles e peoc’h hac en union ! Mæs pebes drouc, pebes disurz pa n’en em c’herout quet, pa sav cassoni ha disansion etrezo ! Gousgoude peguen ordinal eo guelet ar guerent hac ar breudeur o veva e yenigen an eil ous eguile, oc’h en em gassaal, oc’h en em zibri memes, oc’h en em ruina dre procesou, evit un interest dister, evit neubeut a dra, evit ur meudat douar. Pelec’h e ma garantez, ma n’e c’haver quet etouez ar breudeur memes !