Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
82
27 Guenver.
Sant Yan Chrisostom.


Ar seizvet var-nuguent a viz Guenver.


SANT YAN CHRISOSTOM,
ESCOP HA DOCTOR EUS AN ILIS


————


Ra vezo Doue glorifiet, hac e Hano Santel meulet da virviquen, da veza roet d’ar Sant-mâ un desir ardant, hac ul loquanç oll celestiel evit souten an Ilis.

Chrisostom, goude beza græt e oll study, ha miritet meuleudiou an dud habil, en em dennas en Deserz dindan un hermit ancien ; eno e cunduas, epad c’huec’h vloaz, ur vuez mortifiet ha parfet meurbet, hac e composas Levriou excellant var stad ar Veleyen, hac hini ar Religiuset. An Escop a Antioch o veza e garguet da breseg an Aviel, e presegas gant quement a nerz ma voe guelet ur cenchamant bras e touez ar bobl hac an dud a Ilis.

Goude maro an Escop ha Patriach a Gonstantinopl, e voe choaset en e blaç, evel ar c’hapapla hac an digna eus a ur garg quer bras. Discleria a reas aneuse ur brezel continuel d’an oll viçou, mæs bepret gant quement a brudanç, ma teue ar re viciussa da cench buez. E vertuziou bras, e vuez pehini a oa ur binigen continuel, e garantez evit an oll, e speret disinteresset, e loquanç divin, e humilite hac e zouçder ravissant a douichas calonou an oll, hac a reas dezàn ober e Constantinopl ur cenchamant quer caër evel m’en devoa graet e Antioch. Ar re a oa quent avaricius, a zeuas da veza charitabl ha liberabl ; ar re a ree dispignou bras, en em voderas evil ober muy a alusennou ; ar merchet a vise guelet modest en o guiscamant, ne vise muy clevet den o touet, nac o vlasfemi an Hano Santel a Zoue ; hac en ur guer e lamas ar guiziou fall eus a bep stad.

Eston eo en defe gallet composi quement a Levriou caër, ha gouarn er memes amser unan eus ar