Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74
23 Guenver.
Sant Remon Penafor.

vloaz ha pevar-uguent ha pevar miz, ha carguet a vilidou, a varvas quer santetamant evel m’en devoa bevet.

REFLEXION.

Sant Remon enoret, ha clasquet gant ar Pap ha gant ar Roue, ha galvet evit beza Arc’hescop, a brefer, da guemense-oll, beza Religius simpl en e Gouent. Exempl caer ! pehini a gondaoun ambition an dud pere ne gonsideront quet penaus ne deus netra douçoc’h eguet servicha Doue, en e stad hac en e gondition, heb clasq en em huelaat dreist ar re-all.

Eil reflexion. Ar Sant-mâ a reas ur Fondation evit ma vize celebret, gant ur solennite vras, Gouel Annonciation ar Verc’hes glorius Vari. Disquit da celebri he Goueliou gant ur guir devotion, da inspira ar memes devotion d’ar re-all, ha da gontribui, hervez ho moyen, da orni he Ilisou hac ne Auteriou.



Ar pevare var-nuguent a viz Guenver.


SANT TIMOTHEE, ESCOP HA MERZER.


————


Sant Thimothee a oa guinidic eus a Listr en Asii. E dad a oa Payen ; Mæs e vam, pehini a oa en em rentet Christenes, er c’henta beaich a reas an Abostol Sant Paul er c’harter-ze, evit preseg an Aviel, a guemeras cals a sourci d’e zisqui ervad, ha d’e instrui eus ar Visteriou ar Feiz hac eus a Lezen Doue. Timothee pa voe deut en oad d’en em applica d’ar studi, a brofitas quement eus an instructionou a voe roet dezâ, ma en em rentas habil meurbet, ha ma voe admiret, gant an oll, et squiant hac e vertuz.

Sant Paul o veza distroet da Listr, er choasas evit Compaignon eus e labourou Apostoliq. Mont a reas gant an Abostol bras-se da Vacedoàn ; hac e sicour a reas cals da ober ar c’honversionou burzudus a reas eno. Sant Paul o veza bet informet penaus e oa goal--