a gunduas, dre e avisou fur ha prudant, un affer quer bras.
Ar Pab Gregor, naovet, informet eus e vertuz hac eus e zoctrin, er galvas da zonet da Rom. E ober a eureu e Chapalan, e choas a eureu evit e Gouessor, hac c c’hargas da assambli en ul levr an oll Ordrenançou ha Decregeou eus ar Choncitou hac eus ar Pabet a oa bet bete-neuse. E studi hac e occupationou bras ne virent quet na observe bepret an oll reglennou eus e Urz. Ar Pab a offras dezâ un Arc’hescopti, mæs e humilite a reas dezâ reus un Dignite quer bras ; hac e preferas distrei d’e Gouent e pelec’h e vevas evel ur Religius simpl, oc’h en em gonsideri evel an diveza eus e Vreudeur. Prezec a eureu gant cals a fatig d’ar Morianet ha d’ar Yuzevien pere a oa e Rouantelez Spaign, hac e convertissas, e nebeut amser, ouspen dec mil anezo.
Celebri a ree ar sacrifiç eus an Oferen gant un devotion quen ardant ha quen edifiant, ma lavare pep-unan e convertisse quement a dud en ur celebri ar Sacrifiç santel ha ma ree dre an nerz eus e bredicationou.
En amser ma edo e Majorq e avertissas ar Roue da lacât urz en un dra important bras. Ar Roue pehini a ree cals a istim anezân, hac a falle dezân e chomp-ze gantâ eno, a brometas er gra-ze ; mæs, evel ma neglige d’e ober, ar Sant en em resolvas d’en em retira d’e Gouent a Varceloon, etre pehini ha Majorq ez eus teir leo vor hac antercant. En em bresanti a reas evit ambarqui, mæs lavaret voe dezâ-en devoa difennet ar Roue e dremen. Ar Sant, leun a fizianç e Doue, o Veza gret sign ar Groas, a ledas e Vantel, var an dour, en em lequeas varnezàn, ha, dre un avel eürus, e voe rentet e c’huec’h heur amser en e Gouent. Ur Miracl quer bras, ha guelet gant quement a dud, a voe souden rapportet d’ar Roue, var speret pehini e reas quement a impression, ma lacaas urz neuse-souden er pez en devoa prometet d’ar Sant.
Erfin, er bloaz 1275, Sant Remon, oaget a naontec