Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
22 Guenver.
Sant Vinçant.

Gant pebes patiantet o deus-ii souffret ! Gant pe seurt couraich ! Gant pebes joa ! Na songeomp quet arruout en Eê nemet dre ar memes hent eus ar soufrançou.

Ne ellomp quet er bed-mâ en em exanti da souffr : beza hon eus ur c’horf hac un ene, pere a roï deomp un infinite a occasionou da bratira ar bâtiantet : hor c’horf, dre e infirmiteou ; hon ene, dre e ignoranç ha dre e goal inclinationou.

Ouspen-se, e calite a bec’herien, e tleomp anduri, ha lavaret gant Sant Augustin : ma finisset er bed-mâ, o va Doue, n’am espernit quet, ma c’hastyet evit ma c’hrinou, ha n’am punisset quet er bed-all.



An trede var-nuguent a viz Guenver.


SANT REMON PENAFOR.


————


Ar Sant-mâ, ganet e Cataloign, en devoa ur squiant quer bras ha quen excellant ma voe choaset evit quelenni e meur a blaç.

Escop Barceloon, o veza clevet coms eus e vilit rar, er greas Chaloni ; an oll a admiras souden e humilite, e garantez evit ar beaurien, hac e fervor epad an Ofiç divin.

Goude beza graet ur Fondation gaër en Ilis Barceloon, evit ma vize celebret gant ur solennite vras Gouel Annonciation an Itron Varia, en em rentas Religius eus a Urz Sant Dominiq, hac eno e composas al Lêvr caër e pehini ha espliq hac a resolv, en ur fæçoun admirabl, ar Chasiou a goustianç.

Doue er choasas evit contribui da founta Urz Redamtion ar Gaptivite. Ar vision admirabl o devoe, en ur memes nosvez, Sant Per Nolasq, ar Roue eus a Arragon hac ar Sant-mâ a reas dezo en em unissa o zri evit institui un Urz quer caër ha quen avantaichus evit an Ilis. Sant Per Nolasq a voe ar penn, ar Roue a Arragon a voe ar souten, ha Sant Remon