Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22 Guenver.
71
Sant Vinçant.

da receo, hac an douça pligeadur a ouffen da santout, eo mervel evit ar Feiz ; hac e credàn hoc’h assuri e squizot quent oc’h ma zourmanti, eguet na squizin o souffr evit gloar Jesus-Christ.

Ar Gouarner, drouc-countant eus e respont, a ordrenas e dourmanti dre ar c’hruela supliçou. Astennet e voe var ur c’hrill, gant un tan bras dindan-ân, mæs an Autrou-Doue, evit disquez penaus e voar, pa blich gantâ, douçaat ar poaniou a soufrer en e servich, a roas dezâ ar c’hraç da anduri an tourmant horrubl-se gant couraich ha gant joa. Vincent a chomme var e c’hril heb flaich ; e zaoulagat savet etrezec an Eê, ha gant un aer countant. An oll a oa soueset o velet an nerz miraculus eus ar Sant ; ar Bayanet memes a publie ar Miracl. Ar. brud-se a obligeas an tirant da ober e zouguen d’ar prison, e pelec’h e reas e astenn var tamou podou torret, en ur zifen rei dezân tra ebet na da zibri na da eva. Mæs Doue n’en abandounas quet quen neubeut en occasion-mâ ; carga a reas eus a ur gonsolation sansibl ha douç meurbet e servicher fidel, pehini ne heane oc’h e drucarcrât eus e vadelez en e andret, oc’h e veuli hac e c’hlorifia.

Ar Gouarner, informet eus a guemense, a ordrenas, ne ouzer quet e pe intantion, lacât ar Sant var ur guele mad, ha rei dezâ quement a c’houlen-se. Querquent a ma voe lequeet var ar guele-ze, evel pa vize bet ar soulageamant-se ar brassa eus an oll tourmanchou ivintàn, e varvas hac ez eas da receo en Eê ar Gurunen dleet d’e Victoriou, er bloaz 303, d’an oad a zaou vloaz var-nuguent.

Childebert, Roue a Franç, goude beza assieget ha quemeret ar Guær a Saragoç, er bloaz 542, na guemeras netra, nemet ar Stôl a behini e oa en em servichet an Diacr Santel-mâ, hac e roas da Sant Germen Escop eus a Baris ; e c’honservi a reer c’hoas en Ilis Sant Germen.

REFLEXION.

Petra n’o deus quet souffret ar Sænt er bed-mâ !