dretet ar Gristenien e Tessaloniq, a gassas d’y e Zisquibl Timothee, evit o c’houraichi, o c’hreaat er Feiz, hac o frepari d’ar bersecution da behini e voant exposet.
Goude m’en devoa en em acquitet ervad eus a guement en devoa recommandet dezâ an Abostol santel, e tistroas d’e gaout da Gorinth : hac e accompaigni a eureu en oll beaichou a reas en Asii, en Acaii, e Greeç, e Palestiin, e Jerusalem hac e Rom, o partagi bepret gantâ ar fatig hac ar poaniou a andure evit Jesus-Christ : Sant Paul er c’hassas eus a Rom da visita ar Gristenien e meur a blaç, hac e peb lec’h e reas ur mad infinit.
Mont a resont erfin o daou assambles d’ar Guær a Efees. Sant Paul, o velet an necessite e devoa ar Guær vras-se eus ur Pastor mad, a lesas eno Timothee evit gouarn an Ilis-se, e calite a Escop, hac a bartias e-unan evit mont da Vacedoan.
Aa Escop santel a guemeras ur sourci dreist-ordinal eus e Bopl, hac a labouras gant cals a fatig evit instrui an infidelet a edo c’hoas er Guær a Efees. E zèl ardant a brocuras souden dezâ ar Gurunen a Verzerinti, rac un devez ar Bayanet, evit ober enor da unan eus o diviniteou faus, o veza en em lequeet da redec dre Guær, en ur ober cals a zizurz, ar Pastor santel a represantas dezo o impiete, hac ar grevusdet eus an drouc a reent. An dud barbar-ze a guemeras ur goler quer bras ountàn, ma teusont d’e stlegea dre Guær, ha d’e assoumi a dauliou baz hac a dauliou maein ; ar Gristenien en tennas digant-o e hanter-varo : e zouguen a rezont en ur plag a daust, e pelec’h e varvas neubet amser goudeze. E Verzerinti a erruas er bloaz seitec ha pevar-uguent goude Donediguez hor Salver.
Pebes mad ne ra quet ur Vam Cristenes, pehini e deus sourci da guelen he C’hrouadur hervez Doue. Eus an descadurez vad pe fall e recever er yaouanctis, e tepand ar rest eus ar vuez ; ar c’henta impres-