Eneou pur ebars au Eê. Evidon-me a ziscléir deoc’h em eus caret bepred ar vertuz gaër-mâ, abaoue va amser guenta, hac ez eo va oll gontantamant. Ober a raï ive va hini, a lavaras Basilis, ha santout a ràn em c’halon un desir quer bras da gonservi epad va buez ma virginite, ma zoun prest, mar er permetit, da ober ar sacrifiç anezi da Zoue. Ne ouffac’h ober netra a guement a ve agreaploc’h da Zoue, eme Julian ; pell-so abaoue em eus græt veu a chastete ; grit ar memes tra. E ober a reas, ha santout a rezont o daou en instant-se ur gonsolation interior pehini a reas dezo tànva dre avanç ar joausdet eus ar Barados.
Ne voe quet pell goude na varvas o c’herent ; neuse e vefsont separet an eil dious eguile. Julian a guemeras en e dy ur certen nombr a dud yaouanc, gant pere e voa occupet da gontempli ar perfectionou divin, ha da gana meuleudiou an Autrou Doue. Basilis, eus he c’hostez, a assamblas merc’het yaouanc, pere, dre he instructionou hac he exemplou mad, a renonças da vaniteou ar bed, evit heulya Jesus-Christ. Ar Santes-mâ, goude beza servichet dezo da Vam spirituel, ha desquet dezo an hent eus an Eê, a rentas he Ene pur da Zoue.
Julian, pehini a voa reservet evit renta testeni d’ar Feiz, a c’hortoe bemdez ar moument eus e verzerinti. E zesir a voue souden countantet.
Marcien, den cruel ha Payen ha casset da Antioch evit persecuti ar Gristenien, o veza clevet e oa an den Santel-mâ unan eus ar pennou quenta, ha penaus e soutene cals ar re-all, a ordrenas e arreti, hac e bresanti dirazàn. An tirant-se, goude beza græt e scourgea gant crueldet, a reas e dibenna. E verzerinti a erruas er bloas 409.
O peguen admirabl ha peguen caer eo ar vertuz a burete ! Na songit quet e conservot heb poan an tènzor precius-mâ ; temptet e viot nos-ha-dez, e pep amser hac e pep lec’h ; mæs ar vertuz-mâ pehini hon