rent hènvel ous an Ælez a vilit e labourremp hac e raemp hon oll effort evit he c’honservi.
Ar burete, pehini e deus miret Sant Julian ha Santes Basilis er stad a briedelez, a gondaono un deiz meur a zisurz, ha meur a bec’het etre tud demezet memes.
r Sant-mâ, goude beza bet en e yaouancis ur
squêr hac un exempl caër eus a beb seurt vertuziou
d’an dud yaouanc, a voe graet chaloni eus ar Guær
a Soasson. Ebars ar stad-se e teuas ive da veza un
exempl caër d’an dud a Ilis. Mæs an dangerou a
gave er bed a reas dezâ quitaat an dignite-ze, evit
en em retira en ur Gouent eus a Urz Sant Bernard,
hac e ber amser e voe c’hoas un exempl a berfection
d’ar fervanta Religiuset. Pa lâvare an Oferenn, ha
memes pa assiste enni, e rede an dour eus e zaoulagad,
evel eus a ziou feuteun, abalamour, emezâ, pa
gonsidere Jesus-Christ sacrifiet var an Auter, ne voa
quet neubeutoc’h glac’haret e galon, eguet pa en
devige e velet Crucifiet var Menez Calvar. O santimant
caër, evit clevet devot an Oferenn !
O veza bet choaset evit Abad eus Abaty Chalis, e gouarnas e Religiuset gant ur furnez pehini a c’houhee calonou au oll ; coms a ree out-o en ur faeçoun quer gracius ha quen humbl, evel pa vize bet an diveza anezo. Esperout a ree echui e vuez en deserz-se, mæs Doue a zisposas e faeçoun-all evit e c’hloar. Goude beza bet, epad pemzec vloaz, squêr hac exempl, Doue a falvezas dezâ e vize c’hoas un exempl d’ar Santela Esquibien. An Arc’hescop eus ar Guær a Bourge ; o veza maro, e voe proposet meur a zen habil ha santel