Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40
9 Guenver.
Sant Julian ha Santes Basilis.

gant e guerent ha gant an oll. D’an oad a zaouzec vloaz, o len Levriou devot ha santel, e coumanças da zisprigea pligeadurezou ar bed, ha da divrec’h vloaz en em gonsacras da Zoue dre ar veu a chastete.

E dad hac e vam, pere ne ouyent quet quemen-se, a songeas d’e zimizi. Represanti a reas dezo e voa c’hoas yaouanc, ha penaus ne gave quet guell eguet beva gant-o en dail raa voa ; hac o fidi a eurau da rei dezàn da neubeuta ur sizun evit consulti an Autrou Doue var un affer quen important. Ne elzont quet reusi dezâ ur goulen quer christen ha quer just.

Julian, leun a fizianç er vadelez a Zoue, da behini en devoa consacret e gorf bac e galon, ne heanas, nos-dez, d’e bidi d’e sicour. Gouzout a rit, o va Doue, emezàn, penaus abaoue ma hoc’heus græt din ar c’hraç d’hoc’h aznaout, e meus ho caret bepret : c’hui, va Salver, moc’h eus inspiret din caret ar burete ; penaus e souffrac’h-u e vanquen d’ar bromessa am eus graet deoc’h ? Gouscoude e ordrenit din senti ous va c’herrent ; accordit din eta, me ho supli, ar c’hraç da aznaout ho polontes.

Doue a zisquezas dezàn, dre ur vision, peguen agreabl e cave ar veu en devoa graet, hac en inspiras da senti ous e guerent, en ur rei dezàn da aznaout e vize e bried e renq ar Guerc’heset, hac èn e renq ar Verzerien. Goude beza trugarequeet Doue eus ar faver-ze, e tisclerias d’e guerent ez oa piest da ober quement a blicheze dezo. Choaset e voe dezâ evit pried ur verc’h fur ha devot hanvet Basilis, hac an eureud a voe greet gant ur rejouissanç santel.

Pa voe deut an nos, o veza en em dennet o daou en o c’hambr, en em lequezont. da guenta da ober o fedennou. Julian a suplie an Autrou Doue a greiz e galon da accomplissa ar bromessa en devoa graet dezàn, ha da inspira d’e bried ar memes santimànchou hac ar memes resolution evel m’en devoa inspiret dezâ e-unan. Basilis, soueset o santout, er gambr ur c’huez admirabl ha dreist ordinal, a c’houlennas petra voa quemen-se. Ur merq eo eus ar burete, eme Julian, hac evel ur sin hac un arres eus au douçder a dànva an