Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/428

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 viz Even.
461
Santes Febroni.

furnes, dre he oad ha dre he vertuz. Beza e devoa ganti un nizes dezi hanvet Febronii, pehini e devoa maguet ha desquet ebars er gouent adalec an oad a dri bloaz. Febronii goude beza bet instruet en ur plaç quer santel, ne fallas quet dezi sortial anezàn, hac en em rentas Leanes er memes couent, e pelec’h e cunduas ur vuez fervant ha mortifiet meurbet.

N’e devoa nemet naontec vloaz pa zeuas quêlou da Sabapolis penaus e teue dy ar Prefet Lysimaq hac ar Bar-ner Seleen gant un urz terribl abers an Ampalaer Diocletien evit distruja ar Gristenien. An neventi-ze a lequeas un desolation vras etouez an oll : pep-unan en em guze pe a sortie eus a guær : an dristidiguez hac ar gonsternation a oa c’hoas brassoc’h etouez al Leaneset paour-ze var ar poent d’en em separi, heb gouzout pelec’h e alsent mont : gouela a reent hac hirvoudi, mæs o brassa anquen oa ar gombat a santent en o c’halon etre an desir da rei o buez evit ar feiz, hac ar spount ho devoa na vizent trec’het gant an horrol eus an tourmanchou.

Ar Superiores pehini e devoa ur gouraich dreist he sex ha dreist he oad, a zisclerias d’he Merc’het penaus e lese gant-o al liberte da sortial ha da glasq o surete e lec’h-all, mæs penaus hi a oa resolvet da zeport ar maro en he c’houent, re eürus c’hoas emezy, da c’hallout achui he buez dre ar verzerinti. Febronii a lavaras ive, gant ur vouez ferm ha couraichus : chom a rin amâ didan protection Jesus-Christ hac hini ar Verc’hes Vary ; petra a allàn-me da zesirout avantajussoc’h eguet scuilla va goad evit va Salver adorabl ?

Ar barner Seleen pehini a oa un den cruel, a reas en effet massacri un nombr bras a gristenien ; hac, evel ma clevas coms eus a Febronii, e cassas soudardet d’e c’hlasq, en ur esperout ober dezi cench feiz ha Religion, dre ma voa c’hoas yaouanc. Ar Santes a oue quemeret en he c’houent. He moëreb a lavaras neuse dezi : iit, va merc’h, disquezit ez-oc’h Pried dign da Jesus-Christ, ha roït din ar gonsolation,