zanças dirag ar gompaignunez, hac a bligeas quement da Herodes, ma lavaras dezi goulen ar pez a garze, hac èn e roze dezi, pa vize memes an hanter eus e Rouantelez. Ar plac’h-se a yeas da gavout he mam evit gouzout petra a dlie da c’houlen ; ha dre he aly a c’houlennas penn Sant Yan-Badezour en ur plad. Herodes a gassas var an heur un officer d’ar prison gant urz da zigaç dezâ penn Sant Yan. Ec’his-se eo e echuas e vuez ar sant incomparabl-mâ, an diveza profet eus al lesen ancien, hac ar c’henta eus al lesen nevez.
Sant Yan, a behini ar vuez a so bet quer pur ha quer santel, pehini a voa santifiet abars memes beza ganet, en deus tremenet casi e oll vuez en deserz, pell dious ar bed, hac er pratiq eus ar rusta pinigen ; hac ar pec’her, goude ur vuez direglet ha criminal, ne fell quet dezàn clevet prezeg a binigen, ha dre un dallentez estrainch n’en deus quen sonch na quen desir nemet d’en em zivertissa gant ar bed ; redec a ra d’an ebatou ha d’an divertissamanchou, en em bligeont a ra etouez ar c’hompaignunezou dangerus, hac e clasq an occasionou maleürus e pere ez eo en em gollet quen alies a veich.
Beza ez-oa e Sabapolis e Syrii ur Gouent merc’het e pehini e conter ouspen hanter-cant Leanes, pere a oa occupet da gana nos ha dez meuleudiou an Autrou Doue, ha da gontempli e vadelez hac e visericord. Ar Superiores hanvet Brieen, a oa respectabl-bras dre he