Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/426

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24 viz Even.
459
Sant Yan-Badezour.

Doue, e collot ar prezeg adalec ar moment-mâ bete an devez ma vezo accomplisset quement am eus annoncet deoc’h. Elisabet ha goncevas en effet ; ha goude ma oue ganet ar c’hrouadur admirabl-se, he c’houlenzeur digant e dad pe hano a vize roet dezan. E dad a guemeras ur bluen, hac ervez m’en devoa discleriet dezâ an Æl, e scrivas : Yan eo e hano. Neuse e teuas ar prezeg da Zacharii ; pehini en em lequeas da veuli Doue abalamour d’ar burzudou en devoa grêt en e faver ; ha ne heane o publia a visericord a Zoue pehini a zeue da zilivra e bobl eus ar gaptivite e peini e hirvoude aboue queit amser, ha da accomplissa erfin ar bromessaou en devoa græt da Abraham var sujet ar Messias. An oll a chomas soueset ha leun a admiration, ha ne barlante enep lec’h nemet eus a vab Zacharii.

Sant Yan o veza c’hoas yaouanc, en em retiras en deserz, e pelec’h e praticas ur binigen extraordinal : n’en devoa evit guiscamant nemet croc’hen ur chanval : e yun hac e oræsoun a oa continuel, evit en em zisposi d’ar fonction santel da behini ez oa destinet gant Doue.

D’an oad a nao bloaz varn-uguent e sortias dre un inspiration divin eus e zeserz, evit prezeg ar binigen. An dud a zirede a bartout evit guelet hac evit clevet an den burzudus-se. Cals er c’hemere evit ar Messias, mæs respont a eure dezo penaus ne oa nemet e Brecursor, ha penaus ne oa quet dign da zilaça memes e voutou dezàn.

Ar Sant bras-mâ en devoe an enor da vadeza Jesus-Christ : neuse eo e publias hac e roas da aznaout d’an oll dud assamblet ar Messias desiret gant an oll nationou, esperanç an oll bobl, evit donediguez pehini quement a Batriarchet, a Brofetet hac a Rouane o devoa huanadet gant quement a ardor d’e velet.

Erfin, Sant Yan o veza reprenet ar Roue Herodes eus ar goall vuez a gundue gant Herodias, ar Roue-se en em gavas offancet hac a reas derc’hel ar Sant en ur prison. Un devez ma ree Herodes ur banquet bras da dud e balæs ha d’e officerien, ur verc’h da Herodias a