Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/425

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Ar bevare-var-nuguent a viz Even.


SANT YAN-BADEZOUR.
————


C’huec’h miz abars an incarnation eus a Salver ar bed, e plijas da Zoue rei d’ar bed ar profet bras-mâ, ha muy eguet profet, precursor santel ar Messias, sant Yan-Badezour map da Zacharii ha da santes Elizabet, eus a behini ar c’hinivelez hac ar vuez a so bet quer burzudus.

Zacharii o veza en oræsoun ebars an templ, un Æl a apparissas dirazàn, hac ha lavaras dezâ : Beza ho pezo ur mab hac a hanvot Yan, pehini a vezo bras dirac Doue, hac a vezo ur sujet bras a joa hac a gonsolation d’ar bobl a Israël. Zacharii ha respontas : Elisabet ha me o veza quen avancet en oad evel ma oump, penaus allàn-me esperout e arrufe quemense ? An Æl ha replicas : Abalamour ma oc’h eus douetet ha disfiziet eus ar pez am eus discleriet deoc’h abers