Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/424

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23 viz Even.
457
Santes Mari Oignies.

en Eê ar recompans caër dleet d’e innoçanç ha d’he mortificationou bras, er bloaz 1213, er c’huec’hvet bloavez ha tregont eus he oad.

Escop Namur dre urz ar pap Paul pemvet a reas sevel he c’horf a zindan an douar hac e lacât var an auter gant ur solanite vras, er bloaz 1609.

REFLEXION.

Ar stad a briedelez na ziminuas e netra devotion ar santes-mâ, er c’hontrol, servichout ha reas da grisqui he fervor. Peguement a verc’het yaouanc a goll o devotion querquent a ma zint angaget er briedelez, ispicial mar o deus dre valeur rancontret ur pried colerus pe debauchet ! Pebes cenchamant, pebes disurz na veler quet enno, sioaz ! Bezit furoc’h eguet ar re-ze. Mar be digoueet gueneoc’h dre goalchanç ober un hevelep fortun, dalc’hit mad d’o tevotionou, ho pêt un devotion humbl, patiant hac exant a bep goal humor ; ha gant ar sicour eus ar c’hraç e teufot da c’hounit ho pried, ha da veva e peoc’h Doue hac en e garantez. Pried ar santes-mâ, touichet o velet e devotion hac he vertuz, a zeuas e ber amser vertuzus ha devot evel-di.