Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/423

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
456
23 viz Even.
Santes Mari Oignies.

E exhorti a ree cousgoude da voderi he mortificationou, mæs coms a eure dezàn eus an necessite ar binigen gant quement a nerz, ma teuas da heulia e exempl. Ar santes o velet e zispositionou mad, a broposas dezàn beva o daou assambles evel breur ha c’hoar. Consanti a reas ganti, hac eus a-neuse an daou bried-ze pur ha chast n’o devoe quen desir na quen sonch nemet da avang bemdez en hent eus ar erfection. Goude beza roet d’ar beaurien an darnvuya eus o madou, en em lequezont da servicha an dud lôr eus ar guær a Nivel. Ar bed a zeuas souden da gavout abec en o fæçon da veva : darn o zrete a fals devodet, darn all a lavare ez oa sempleet o speret, hac ar re-all o c’honsidere evel tud lôr abaoue ma oant en em roêt da servicha ar re affliget gant ar c’hlènvet-se. Dispriget e oant gant an oll ; o c’herent memes na felle quet dezo o guelet. Receo a reent o daou an injuriou-ze gant joa, en ur veuli an autrou Doue dre ma o c’have din da soufr un dra bennâc evit e c’hloar.

Ar santes-mâ en em dennas goudeze en un ty bian ha paour hènvel ous un hermitaich, e pelec’h e tremenas pevar bloaz en un oræson casi continuel, hac e pelec’h e praticas ur binigen quer bras, ma teu an den venerabl a respectabl Jacques a Vitry he director, pehini a oue goudeze Cardinal, ha pehini en deus scrivet he buez, da raporti penaus he mortificationou a oa ur miracl. Na guemere a vagadurez nemet ec’his ur remed evit souten ar sempladurez eus he c’horf, yun a ree epad ar bloaz divar bara ha dour, ha ne zebre nemet ur veich an deiz var-dro pedir heur d’an abardaë.

Quentre ma teuas ar bobl da anaout santelez ar servicheres vras-mâ da Zoue, e coumanças ur foul a dud da zont d’e guelet ; mæs he humilite a reas dezi en em retira en ur guær vian hanvet Oignies, evit gallout beva eno dianaveet. Clènvel a eure da benn neubeut amser goude ; he c’hlènvet a oue anquennius, hac a badas pellic ; mæs ar souffrançou a ree e brassa joa. He ene santel a yeas da receo