Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/429

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
462
25 viz Even.
Santes Febronii.

abars ma varvin, da c’hallout lavaret em bez un nizes merzeres. He moëreb ne alle quet derc’hel he daëlou, mæs Febronii e devoa ur visaich countant, pehini a zisqueze penaus e jouisse eus ur peoc’h bras en he ene.

Pa voe-hi presantet dirac Seleen, e comsas out-y da guenta dre gaër : Ne c’houlennàn diouzoc’h, emezàn, nemet ma adorot hon Doueou, evit ho timizi da un niz am eus. Febronii a respontas : inutil eo proposi din ar fortuniou brassa eus an douar ; hac ar broposition a rit din da adori drouc-sperejou a ra din fremi gant horrol ; seul-vuy e reot din soufr a dourmanchou, evit difen va rehgion, seul-vuy e contribuot da c’hloar Jesus-Christ, ha, mar credàn e lavaret, d’am triomphl.

Seleen, depitet o clevet ur seurt respont, goude beza grêt dezi soufr ur jahyn gruel evit aessaat trec’hi he c’houraich, e c’hondaunas da veza dibennet. He merzerinti a erruas var-dro tri c’hant vloaz goude donediguez hor Salver.

Ar Prefet Lysimaq, pehini a oa un den mad ha douç dre natur ; touichet o velet ar gouraich hac ar joa e devoa disquezet ar Santes e creiz an tourmanchou, a zeuas da aznaout ha da admira an oll-gallout eus a Zoue ar gristenien : ober a reas quer buan heana ar bersecution : en em renta a eureu christen e-unan, ha cals a re-all a heulias e exempl.

REFLEXION.

Febronii, excitet dre an exemplou bras a vele gant he moereb ha gant all leaneset-all, en em rentas e-unan leanes. Ar Prefet Lysimaa, touichet o velet ar gouraich dreist ordinal gant pehini e anduras santes Febronii ar c’hruella tourmanchou evit ar feiz, en em rentas e-unan cristen ; ha cals a bayanet, o velet conversion Lysimaq, a imitas e exempl. An exempl vad a ra teir impression diffarant var hor speret pe var hor c’halon. Da guenta, e ra deomp caret ar mad a admiromp er re-all. Dan eil, e tesiromp don hènvel ous ar re a admiromp. D’an drede, evel pep-hini a garre beza vertuzus, pa-ne-vet an difficulteou a sonch