Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7 Guenver.
35
Sant Yan Calybit.

evit va c’haç gueneoc’h d’ho couent : n’ouffac’h quet ma revus heb en em opposi da volonlez Doue. Ar religius oc’h aznaout ennâ un devotion hac ur gouraich dreist e oad, en assuras e tigouesse gantâ. Ar c’hrouadur Santel he songeas mui nemet d’en em brepari ; hac a bedas e dad hac e vam da rei deza levr an Aviel, o lenn pehini e tremenas un amser vras bemdez.

Ar Religius a zalc’has mad d’e bromessa, hac o veza e gavet en e zistro startoc’h eguet biscoas en e resolution, n’en devoe douët ebet na zeue e vocation abers Doue ; proposi a reas dezâ discleria e santimant d’e guerent, mæs ar Sant en disalias, en ur lavaret e teuzent d’en em opposi, hac e voa ret partial heb gouzout dare da zen ebet. Caout a rezont ul Lestr prest da sortial, pehini o rentas betec ar gouent.

E dad hac e vam, pere n’o devoa quet guelet ar Religius pa zistroas, ha pere ne vouyen quet pelec’h e voa eet o mab, a reas e glasq partout dre ar vro, mæs Doue a bermetas na songeas den da vout d’e glasq er gouent e pehini e medo.

Queit ha ma voa an oll e caoûn e ty e dad, ar Religius yaouanc a voa carguet a gonsolation e ty Doue, hac a jouisse eus a ur peoc’h hac ur joa pehini a ree dezâ anconec’hât an oll madou en devoa dileset er bed. Ur bligeadur quen douç a sante o cana meuleudiou an Autrou Doue, ma voa e vrassa poan pa voe ret sortial eus ar c’hœur.

Goude beza tremenet c’huec’h vloaz er gouent, gant ur fervor admirabl, en em santas inspiret da vont da echui ar rest eus e vuez e quichen e dad hac e vam, heb en em rei da aznaout dezo, o veva evel ur paour, diaznaveet, ha dispriset. Discleria a eureu e santimant d’an tad abad, hac en em strincas d’e dreid en ur c’houlen e bermission evit accomplissa e zessein. An Abad, goude beza e emprouet ur maread amser, er permetas dezâ. Quemeret a eureu souden an hent da dy e dad ; hac, o veza cavet ur paour var e hent, e chènchas e habit gant e hini. Quentre ma velas an ty, en em laqueas var e zaoulin, en ur lavaret : va