Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36
7 Guenver.
Sant Yan Calybit.

Doue, roit din ar c’hraç da veza fidel deoc’h, ha n’am abandounit quet en danger : gouzout a rit ne d’ê quet evit quitaat ho servich e tistroàn var-zu va c’herent : o abandounet emeus dre garantez evidoc’h : mar tostaàn out-o, ne d’eo nemet evit trec’hi, bete dindan o daoulagat, ar garantez hac an deneridiguez a santàn c’hoas evit-o.

O veza arruet, var an diveat, e tremenas an nos var dreuzou an or borz. Unan eus ar servicherien, o veza e gavet eno dious ar mintin, a guemeras truez ountâ, hac a c’houlennas perac n’en devoa quet scoet var an or. Ar Sant er pedas da c’houlen conge evintâ digant an Autrou, da sevel ul logig er porz. E dad pehini a oa un den charitabl meurbet, a gonsantas. Eno e tremenas tri bloaz, evel ur paour estranjour, ha rebutet, dispriget, goapeet alies gant mevellien an ty. E occupation hac e oll gonsolation oa en em antreteni gant Doue dre an Oræsoun. O veza couezet clàn, hac o c’houzout e tostee e heur, e c’houlennas parlant ous an Ilron, da behini e lavaras : Itron, pedet am eus Doue d’ho recompansi, c’hui hac an Autrou, eus ar garantez hoc’h eus bet evidon : goulen a ràn digueneoc’h c’hoas ar c’hraç da veza, enterret er plaç-mâ e pehini em eus tremenet an tri bloaz divezâ eus va buez ; neuse, o quemeret lêvr au Aviel, pehini a voa e oll vad, er presantas dezi, oc’h e fidi d’e receo. An itron, o sellet pis ous al lêvr, a lavaras : allas ! al lêvr-mâ a so hènvel ous an hini a roïs, bremâ nao bloaz, d’am mab paour, da behini e vouelàn c’hoas bemdez. O veza disqueset al lêvr d’an Autrou, e aznavezas rac eon e voa ar memes lêvr o devoa roet d’o mab. An Autrou, o santout e galon tomet, a lavaras dezâ : paour quez, chetu c’hui prest da apparissa dirac Doue, anzavet ar virionez : abaoue p’eur hoc’heus-hu al lêvr-mâ ? Digant piou hoc’heus-èn bet ? Piou oc’hu ? Ha pe hano hoc’heus-hu ? Neuse ar Sant, o tenna un huanad hir, a lavaras dezo gant ur vouez sempl ar c’homsou diveza-mâ : hennes eo lêvr an Aviel ho poa roet din, hac eus a behini emeus æzaet heulia al Lesen ;