Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
6 Guenver.
Gouel ar Rouanez.

eo deut Doue d’az bisita : tennet vezo diguenet ar sclerigen a behini ne profites quet.

O va Doue, aznaout a ràn ne doun quet c’hoas abandounet, pa glevàn c’hoas ho mouez pehini am spount hac am gourdrous. Re bell-amser so abaoue ma edoc’h o squei var dor va c’halon. Petra c’houlennit-hu diguenê, va Doue ? Parlantit c’hoas ur veich, hac e oboissin deoc’h.



Ar seizvet devez a viz Guenver.


SANT YAN CALYBIT.


————


Ar Sant-mâ a voa ganet e Constantinopl ; e dad hac e vam, tuchentil vras, ha tud a zougeanç Doue en instruas er vad hac e c’hare meurbet abalamour d’e natural douç, d’e vodesti ha d’e oboissanç.

Sul vui e cresque en oad, sul devotoc’h ha sul parfetoc’h e teue ive bemdez. N’en devoa nemet daouzec vloaz, pa zigoueas e ty e dad ur Religius da c’houlen logea, hac a oue recevet gant cals a garantez. Ar c’hrouadur yaouanc, ravisset o velet e zevotion, a c’houlennas digantâ e pe fæçoun e vever en e gouent ; an Tad o veza respontet penaus e voant pevar-c’hant er memes couent, hac e voant occupet-oll an eil rum goude eguile, da gana meuleudiou an Autrou-Doue nos-ha-dez, heb discontinui morse tout, ar c’hrouadur a zisclerias dezâ secretamant ar c’hoant bras en devoa da vont da servicha Doue er memes couent. Caër en devoa an Tad-se represanti dezâ e voa re yaouanc. Tad Santel, eme ar c’hrouadur, pa inspir din an Autrou Doue un hevelep resolulion, e roi din ive dre e c’hraç an nerz d’en em acquita eus va dever ; ha n’ho quitaïn quet quen n’ho pezo prometet din e tremenot dre amâ, pa zeuot en dro,