Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/411

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
444
17 viz Even.
Sant Avit.

vertuz ha da gaout quement a istim evintâ ma er choassont evit o Abad, goude maro sant Maximin. Reus a reas ar garg-ze, mæs an Escop a Orlean en em servichas eus e oll autorite evit e obligea d’e receo, hac e rencas oboissa.

An oll religiuset a admiras muy-oc’h-muy, bemdez hac ar santelez eus o Abad nevez, hac e exempl a inspiras dezo ur fervor vras ; mæs a renq-se a zistinction a scuize e humilite, ha seul-vuy a enor a rente dezâ, seul-vuy e sante crisqui ennâ an desir d’en em retira en un deserz bennâc evit cundui ur vuez humbl ha diaznavezet gant ar bed.

En em retira a reas en effet secretamant en ur c’hoad bras. Caër a ouee glasq, ne voe cleyet hano ebet anezàn. Ar brud eus e viraclou a oue ar c’henta quêlou. Daou bautr yaouanc o veza avancet doun er c’hoad evit clasq o loenet, en em gavas surprenet gant an nos : unan anezo, pehini a oa mud, o veza remerquet un dra bennâc a sclærigen e creiz ar c’hoad, a yeas rac-eon betec eno evit ellumi un torch sapin, pehini a serviche dezàn da c’houlou. Sant Avit a oue soueset o velet e creiz an nos un den pehini ne gomse quet nemet dre gestou : songeal a reas e alle beza ur spès bennâc, pe un artifiç bennâc eus an drouc-speret. Goude beza goulennet digant Doue ar c’hraç da aznaout petra oa, e reas sin ar groas varnezàn en ur ordren dezâ lavavet piou e oa, ha petra a glasquo-eno d’ar mare-se. An den yaouanc, o santout e deaud diluguet en un taul, ha deut dezâ an usaich eus ar preseg, en em strincas da dreit ar sant evit e drugarecât. Goudese e elumas e dorch ; hac e commancas da c’hervel e vreur. Hemâ, o Clevet e c’hervel dre e hano, en em gavas soueset ; mæs soueset-e oue c’hoas muy pa velas ha pa glevas e vreur mud o conta dezân ar miracl.

Ar brud eus ar miracl-se a droublas souden repos ar sant. Dont a ree tud a bep-tu d’e velet evit profita eus e avisou mad hac eus e instructionou santel.

Erfin, oaget a ouspen tri-uguent vloaz, e varvas ec’his ma varv ar sænt, er bloaz 530.