Ar Sænt o deus atau pelleet dious an enoriou ; a-dal ma vouïent e oant quemeret evit tud santel en ur plaç, e redent e lec’h-all, ac e clasquent ar solitud. Ar re humbl, ar re pere a glasq pligeout da Zoue ebquen, a garre cuzet ous an dud o vertuziou hac o euvrou mad. Petra a dle eta songeal eus o vertuziou douetus ar re a gar beza meulet, amprouet, hac istimet gant an dud ? Pebes errol songeal ne glasquer nemet gloar Doue, pa garer quement e c’hloar propr ! An nep a vanq a humilite, n’en deus guir vertu ebet. Pebes follentez coll ar mirit eus e euvrou mad evit ur vogueden a enor, pe a gloar monden !
Marc ha Marcellien a ioa daou vreur, distinguet e Rôm dre o Noblanç hac o madou. O c’herent o devoa ar maleur da veza Payanet ; mæs an daou vreur-mâ o devoe an eur da gaout ur preceptor cristen, pehini o instruas quer mad, ma teuzont da veza cristenien parfet, ha fervant meurbet.
Petra bennâc ma o devoa un desir bras da veva disemez, cousgoude en em velzont contraign da zimizi da ziou verc’h payen ; anesperanç d’o c’hounit un deiz da Jesus-Christ, o c’honsolas.
Assista a reent secretamant ar gristenien en amser ar bersecution ; pourvei a reent d’o necessiteou ; hac o c’harantez a oa heb musul. En exerciç-se eus an euvrou a drugarez e voent arretet o daou, dre urz an tirant. Ar gouraich gant pehini e rezont profession eus a feiz Jesus-Christ, dirac ar gouarner a guær, a reas