Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/410

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 viz Even.
443
Sant Cyr ha Santes Julit.

muy da Zoue eguet deoc’h hoc’h-unan. Dou eo en deus o c’hrouet, Doue eo en deus-y roet deoc’h, evel un depos pehini a dleit da renta dezan ; Doue en deus-y lequeet er bed, principalamant evit ma teuin de aznaout, d’e garet ha d’e servicha, ha ma vilitint dre ar voyen-ze beza un deiz eürus gantàn en e Barados. Mar hoc’h eus eta c’hoant d’en em acquitta eus ho tever, mar hoc’h eus carantez Doue en ho calon, ha mar hoc’h eus ur guir garantez evit ho pugale, liquit ho studi principal da zisqui dezo meuli ha caret o c’hrouer, o Zad celestiel, evit ma illint possedi un deiz e rouantelez eternel.



Ar seitecvet devez a viz Even.


SANT AVIT, ABAD.
————

Sant Avit a oa mab da ul labourer douar taust d’ar guær a Orlean. E guerent, tud paour a vadou ar bed, mæs pere o devoa cals a zougeanç Doue, a boanias da rei dezâ un descadures vad ha cristen. Ar c’hrouadur a brofitas, quement eus an instructionou a voue roet dezàn ma voa e vrassa pligeadur pidi Doue en ty, er parcou, hac en Ilis pa alle.

D’an oad a bemzec vloaz ez eas da gaont Sant Maximin abad, eus a couent Mici, e suplia a reas, ma n’er c’have quet capabl da veza religius, d’e receo da viana e qualite a vevel. Sant Maximin, o velet e humilite hac e fervor en recevas en nombr eus ar religiuset, ha souden e aznavezas en devoa recevet ur sant. Ar religius yaouanc-mâ a oa quen humbl, hac en devoa ur simplicite quer bras ma commancas darn eus e vreudeur da ober goab anezan oc’h e guemeret evit un den diot. Ar Sant ne ree vàn ebet eus an dra-ze, hac a souffre tout gant joa.

Mæs hep dale e teusont da aznaout e furnez hac e