ar bersecution. Ar gouarner Alexandr a zeuas d’y evit executi ordrenançou an Ampalaer. Ar Santes o compren ervad e tostee an amser dezi da ober da Zoue ar sacrifiç eus he buez, a redoublas he attantion da instrui he mab ha da inspira dezàn santimanchou cristen, ha goulen a reas ar c’hraç digant Doue na bermetse quet e chomze he mab er bed en he goude : he feden a oue chezlaouet. Ar gouarner informet ez oa Julit cristenes a reas e arreti. En em bresanti a eureu dirazàn gant he mab etre he divrec’h. Ar gouarner-oc’h he c’haout ferm er feiz, a ordrenas tenna he mab diganti hac ober dezi souffr var an heur un tourmant cruel. Neuse e coumancas ar c’houadur da grial ha da ober e oll effort evit en em denna dious ar re en dalc’he, evit mont da gaout e vam pehini a oa en ur stad truezus. Ar barner o velet ar c’hrouadur, pehini a oa gentil hac en devoa ur speret dreist e oad, a reas e zigaç dezâ evit e cherissa hac æssât e lacât da devel ; mæs neuse e crye c’hoas creoc’h, ha ne lavare quen nemet ar goms-mâ : Cristen oùn, Cristen oùn. Ar gouarner, dre’n abec da-ze, a guemeras un drouc quer bras ounta ma en taulas a-hed var pazennou e dribunal en ur lavaret : Pa zout Cristen, e varvi gant da vam. Ar c’hrouadur en ur coueza ; a oue blesset mortel en benn hac a varvas var ar plaç. An oll o devoe horrol eus un action quer barbar, mæs ar santes a zisquezas he joa, hac a rentas graç da Zoue, dre m’en devoa curunet he mab arauzi.
Erfin, an tirant, goude m’en devoa e-unan muntret ar mab, a ordrennas dibenna ar vam. O Merzerinti a erruas var-dro ar bloaz 305.
Santes Julit e devoa ur guir garantez hac ur garantez parfet evit he mab, oc’h e garet evit an Eê. Lahourat a rit cals, tadou ha mamou, ha cals a fatig a guemerit evit ober fortuniou caer d’ho bugale, mæs ar c’haëra fortun, ar c’haëra heritaich a oufac’h proculi dezo, er rouantelez an Eê. Ho pugale a so