d’ar re-all da ober ar mad a zesiret, mæs pehini ne ma quet en ho callout ; en ur guer roït ur merq bennac eus ar volonte vad oc’h eus.
Santes Julit a ioa un Itron yaouanc eus a Icoon, distinguet dre he noblanç, ha respetaploc’h c’hoas dre he vertuziou. Un sourci bras e devoa da veva mad gant he fried ha da gonservi ar peoc’h en he tieguez ; hac e vigilanç, evit lacât urz e pep-tra, a ree he occupation ordinal. An Itron-mâ humbl heb affectation, ha guisquet pret ervez he c’hondition, mæs er fæçoun ar modesta, a inspire d’ar re-all cals a respet evit ar vertuz : pep-unan a admire he furnez en he c’homsou hac he douçder e quêver an oll. He fidelite da baêa mad he servicherien ha da bourvei d’o ezomou, quen e yec’het quen e clênvet, ne oa quet an distera eus he vertuziou ; he c’harantez evit an dud paour hac affliget a c’hounee dezi calon an oll beaurien : bref, goude beza en em acquitet eus he exerciçou devot ha carantezus, en em lequee bepret da ober ul labour benac, eb chom morse oësus.
Doue evit purifia he vertu dre an afflictionou, a guemeras he fried e creiz e vrud. Beza e devoa ur map hanvet Cyr, pehini n’en devoa c’hoas nemet tri bloaz pa gommanças an ampalaer Diocletien da bersecuti ar Gristenien. Julit na zesire nemet an ocasion da soufr. ar Verzerinti, mæs he ambaras a oa gant he map : aoun e devoa na vize lamet diganti, ha na gouezze etouez Payanet ; dre-ze e reas e sonch da guitât he bro evit gallout preservi he mab, ac en em retira a eure e Silicii.
Mæs ar c’harter-ze na chomas quet pell heb santout