Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/407

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
400
15 viz Even.
Sant Ladislas.

quement a vadelez ma er c’honsidere pep-unan evel e dad.

Ober a reas sevel en enor d’ar verc’hes Vari un Ilis caër meurbet, pehini a vezo ur monumant eternel eus e zevotion en andret mam Doue.

Meur a Brinç cristen o veza antreprenet dre aly ar Pap Urban eil eus an hano, da vont da zilivria an Douar Santel dious ar Sarazinet. Ladislas pehini en em istime eürus da c’hallout impligea e vadou, e yec’het hac e vuez memes evit trec’hi ar brassa adversourien eus an hano cristen, en em breparas da bartial evit ur bresel quer santel ; mæs Doue en em gontantas eus au disposition generus eus e galon, hac eus e volontez vad, hac en tennas eus ar bed-mâ, evit ober dezâ ren gantàn ebars an Eê. Mervel a eureu er bloaz 1095, d’an oad a bevar bloaz hac hanter-cant.

REFLEXION.

Ar roue-mâ, goude beza gounezet ar victor var e ennemiet, o zretas gant douçder, gant moderation, hac a bourveas memes d’o oll ezomou. Penaus e tretet-hu hoc’h adversourien en amser ma velit hoc’h eus an avantaich var-nezo ?

En em drec’hi e unan en ur vouga ar goler a santer o sevel en e galon, a so gloriussoc’h eguet en em vengi.

Eil Reflexion. Sant Ladislas en em brepare da vont da zilivria an douar santel ; mæs Doue en em gountantas eus e volontez vad, hac en tennas eus ar bed-mâ evit e recompansi ebars an Eê. Peguer mad ha peguer liberal eo an Autrou-Doue, pehini a recompanç non pas hebquen an oeuvrou mad, mæs c’hoas bolontez vad en den ! Ma ne ellit quet ober traou bras evit Doue, n’ellit-hu quet da viana caout ur volontez vad ? Ho pezit eta un desir bras ma vezo Doue caret, servichet ha glorifiet gant peb-unan : goulennit ar c’hraç-se evidoc’h hac evit ar re-all ; pidit c’hoas evit conversion ar bec’herien, goulennit ar berseveranç evit ar re just ; pidit Doue da inspira