Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/406

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15 viz Even.
399
Sant Ladislas.


An pemzecvet devez a viz Even.


SANT LADISLAS, ROUE A HONGRII.
————

Ar Prinç-mâ, respetaploc’h dre e vertuziou eguet dre e gurunen, en devoa en e yaouanctis ur furnez hac un devotion admirabl ; gracius e oa e quenver an oll, ha carantezus en andret ar beaurien.

Quentre ma voe curunet, ha ma pignas var an trôn, e labouras da renta e Rouantelez florissant ha da broculi an eürusdet e Sugidi. Ober a eureu un assamble general eus an dud a ilis, eus an noblanç hac eus ar bobl, e pehini e rezeur en e bresanç ordrenançou leun a furnez, evit lacât ha conservi ur justiç vad, hac un urz caër en e oll Stadou.

Ar boemianet hac an Hunnet o cridi en devoa Ladislas muy a zevotion eguet a gouraich, a zisclerias dezàn ar Bresel, oc’h esperout en em renta mistri eus e rouantelez, pe da viana eus a zarn anezi : ar prinç santel, goude beza esseet inutilamant an oll moyenou a Beoc’h, a savas un arme, hac, evel ma voa quer vaillant ha ma oa santel, e c’hounezas quen-alies a victor evel a goumbat a roas. Ar prinç victorius-mâ, bepret humbl, douç ha deboner, goude beza trec’het e enemiet, o zretas gant cals a zouçder hac a voderation, hac a bourveas memes d’o oll ezomou.

E Balæs a oa reglet ec’his ur gouent ; n’en em gontante quet da ober ar yuniou ordrenet gant an ilis, ober a ree c’hoas rals a re-all ; alies e taustee ous ar Sacramanchou ; e bresanç hepquen en Ilis, a inspire an devotion hac ur respet bras da bep-unan. E exerciçou a zevotion, hac e application d’an deveriou eus e stad, a ree e oll divertissamant. Bemdez e roe audianç d’e bobl : sezlaou a ree e-uuan o afferiou hac e rente justiç var ar plaç. Treti a ree an-oll, bras ha bian, gant