Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/404

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 viz Even.
397
Sant Basil.

met ar relegou anezàn : ha lavaret a elleur penaus ne vevas taust da dregont vloas goudese, nemet dre viracl. Quemense ne viras quet na labouras gant ur gouraich dreist-Ordinal evit silvidiguez an eneou ; hac ober a eureu quement a vad er brovinç-ze ma voe choaset evit escop a Cesaree.

Ar pastor-mâ, leun a gouraich hac a zêl, a lequeas ur cenchamant vras en e-oll escopti, hac en devoe ar gonsolation da velet o ren etouez e bobl devotion ha fervor ar gristenien guenta. Evel ne esperne nac e labour nac e boan evit distrei an heretiquet dious o errol, an ampalaer Valens, pehini a oa un heretiq obstinet, e gourdrousas d’e gac en exil. Ar sant a respontas : Da beledh e ouffet ma c’haç ? Ar bed-oll a so un exil evidon, ha ne aznavezàn nemet an eê hepguen evit ma bro. Pa fallas goudese d’an ampalaer sina an arret eus e exil, e quemeras teir bluen an eil goude he-bên, heb gallout scriva gant nicun anezo ; mæs o santout erfin e zorn o crena, e rogas ar paper hac e Iesas ar sant e peoc’h.

Erfin, goude beza composet cals a levriou habil meurbet, e pere e admirer nerz e speret, e varvas er bloaz 379, d’an oad a ur bloaz hac anter-cant.

Maximou spirituel Sant Basil.

1. An nep en deus ur speret humbl, en em blich o touguen ur viscamant simpl ha modest, hac a so composet ha reglet mad en e oll exterior.

2. Disprigit ho corf, pehini so sujet d’ar maro ha d’ar gorruption ; ho pezit sourci eus hoc’h ene, pehini hepquen a so immortel.

3. Na staguit quet ho calon ous an traou crouet, pa renquit abred pe diveat en em separi diout-o.

4. Ec’his an id a hader a zigaç profit da nep en laca en douar, evelse ar bara pehini a lequeer e dorn ar paour a brofit da nep er ro.

5. En em examinit alies hac en em interrogit hoc’h-unan evit gouzout petra oc’h, a belec’h oc’h deut, ha petra e viot un deiz. Pelec’h e voàn-me cant vloaz so ? E pelec’h e vezin-me e cant vloaz ac’hann ?